Abadenn : Louarnig, ar zebr, an dolfined hag .... al legoioù!

Radio Kerne

Abadenn : Louarnig, ar zebr, an dolfined hag .... al legoioù!

Gouzout muioc'h diwar-benn

Un abadenn buhezet gant Morgane ha Bleuenn diwar-benn a-bep seurt traoù: ar zebr, an dolfined, al legoioù ha niverenn diwezhañ Louarnig! Adkavet e vo e-barzh : Atersadenn: Kami diwar-benn ar gelaouenn Louarnig diwezhañ Kontadenn : Ar vilin hud Sonerezh : Already home gant ar strollad Great Big World Keleier ar vugale : Komzet e vo diwar-benn ar zebr, an dolfined hag al legoioù Rekipe : An dienn flamboez C'hoariit ganeomp en ur respont d'ar goulenn-mañ : Perak ez eus roudennoù gant ar zebr? 1 . Peogwir en deus debret re a vadigoù 2 . Peogwir emañ c'hoazh e bijama gantañ 3 . Peogwir en deus c'hoant chom hep bezañ flemmet gant an amprevaned Respontit dindan ar pennad-mañ ha kasit deomp ho anv ha chomlec'h da [email protected] Chañs vat deoc'h !