Abadenn Deomp Dei ! Bara-mel

Radio Kerne

Abadenn Deomp Dei ! Bara-mel

Gouzout muioc'h diwar-benn

Setu un abadenn kinniget deoc'h gant Marianne, Morgane ha Bleuenn ! Klevet e vo komz eus ar spas, ar mor, ar merc'hed hag ar bara-mel ... Adkavet e vo e-barzh : Atersadenn : Skol Diwan Kemperle diwar-benn un abadenn a zo bet kinniget dezho er skol. Kontadenn : Ar paotrig Bara-mel Sonerezh : Sirens call gant Cats on Trees Keleier ar vugale : Diwar-benn ar spas, ar mor hag ar merc'hed Rekipe : Ar Boulomig bara-mel C'hoariit ganeomp evit gounit al levr "Ar Brammoù" gant Erwan Hupel ! Respontit d'ar goulenn-mañ : E pelec'h ne c'hell ket ar merc'hed votiñ ? 1 . E Bro C'hall 2 . E Arabi-Saoudit 3 . E Breizh Respontit dindan ar pennad-mañ ha kasit deomp ho anv ha chomlec'h da [email protected] Chañs vat deoc'h !