Gouzout muioc'h diwar-benn
Evit 6 den :
- 340 gr sukr semoul
- 3 vi
- 175 gr bleud
- 100 gr Philadelphia cream cheese (pe St Moret)
- 1 sac'had gouel kimikel
- 1/2 loaiad kafe holen
- 1 loiad vras sukr lindr
- 200 gr karotez
- 150 gr kraoñ
- 10 sl eoul
- 1 loaiad vihan kanell
- 1/2 loaiad vihan muskad
- Toaz amandez orañjez ha gwer (evit kinklañ, ma fell deoc'h)
Lakit ar forn da dommañ da 180°C/ termosta 6
Dibluskit ha flastrit ar garotez en un doare gros pe o lakaat en ur frikerez
Mesklit ar gouel, ar bleud, an holen hag un nebeud spisoù a-bep seurt
Territ ar c'hraoñ
Basit ar vioù hag ar sukr semoul en ur pod vras
Lakit ar mesklaj da eonenniñ
Ouzhpennit 2 loaid vras dour tomm
Ouzhpennit an eoul
E meur a -wezh, skuilhit ar bleud mesklet gant ar spisoù, ar c'hraoñ hag ar c'harotez
Lakit amann en ur moll
Skuilhit ar mesklaj er moll
Lakit da boazañ e-pad 55 minutenn (ret eo d'ar gwastel bezañ sec'h)
Rekipe evit an toaz war-c'horre:
Basit ar cream cheese gant ar sukr lindr
Ledit ar mesklaj war-c'horre ar c'harrot cake (ret eo d'ar c'harrot cake bezañ yen)
Tu zo deoc'h ober ur garotezenn gant an toaz amandez evit lakaat war ar gwastel
Ha debrit !!!!