Gouzout muioc'h diwar-benn
Evit 6 den ho po ezhomm :
- 200gr bleud
- 150gr amann
- 75gr sukr
- 20 karambar
- 3 vi
- 1/2 sac'had gouel
- 1 biñsad holen
Lakaat ar forn da dommañ en a-raok da 180 derez (termosta 6).
Mesklañ ar bleud, ar gouel hag an holen en ur plad vras.
Ouzhpennañ ar vioù ha mesklañ mat pep-tra betek ma vefe unvan an toaz.
Lakaat da deuziñ, en ur gastolodenn, an amann hag ar c'harambarioù.
Skuilhañ ar mesklaj en toaz ha mesklañ mat.
War-lerc'h : Skuilhañ pep-tra en ur voull leun a amann.
Lakaat da boazañ ar gwastell er forn da 180 derez e-pad 25min.
Ha servij !!!