Gouzout muioc'h diwar-benn
Ur rekipe aes-tre evit ar re a blij dezho ar chokolad kinniget deoc'h gt Bleuenn.
Evit fardan ar saosison chokolad ho po ezhomm:
- 200 gr Chokolad du
- 100 gr Amann
- 100 gr Sukr lindr
- 1 Vi
- 10 Chamallow
- 150 gr Gwispid doare " Petits beurre"
1) Lakit da deuziñ ar chokolad hag an amann en ur gastolodenn doare "dourgib". Pa 'z eo teuzet pep-tra, mesklit mat betek ma teufe da vezañ flour ar mesklaj.
2) Tennit ar gastolodenn eus an tan hag ouzhpennit ar vi a-bezh en ur mesklañ buan, hag ouzhpennit ar sukr lindr.
3) Torrit ar gwispid e tammoù bihan. Ha troc'hit pep tamm chamallow e 6.
4) En ur pod vras, mesklit ar chokolad tevet, bruzhunoù ar gwispid hag an tammoù chamallow.
5) Skuilhit pep-tra war ur follenn aluminium vras. Ha plegit an aluminium tro-dro d'ar mesklaj evit reiñ stumm ur saosison dezhañ.
6) Lakit ar saosison er yenerezh e-pad 6 eurvezh evit ma teufe da vezañ kalet.
Ha prest eo da vezañ lonket ! Plijadur vras deoc'h!