Radio Breizh

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Dihlann dour 'zo ba Bro-Thaï.@@@ A-c'houde ur miz e ra glav forzh pegement da geñver ar moñson, muioc'h evit kustum. Ha beuzet tro-àr-droioù Bangkok, kêr-bennn Bro-Thaï. Emañ Maïwenn Morvan é chom du-hont, 'ba Lampoun lec'hiet ba kreiznoz ar vro. Displeget 'neus da Erwan Blanchard a gaoz da berak emañ beuzet bro Bangkok. Selaouit @@@Un uzin da broduiñ tredan get gaz ar lousteri a droa ba Gweltaz.@@@ A-c'houde nandek kant pemzek ha pevar-ugent emañ staliet an ecopole meret get Suez-en-dro Sita e parrez Gweltaz. An uzin nevez a ra tredan dre ar gaz a vez é achap kuit ag ar bernad lousteri n'heller ket talvoudekaat ken. Didier Mercier a laboura en ecopole. Displeg a ra deomp hiroc'h doh mikro Yaëlle ar Mouel. An atersenn