Keleier ar vro d'ar Merc'her 1añ a viz Gouere 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Merc'her 1añ a viz Gouere 2026

Gouzout muioc'h diwar-benn

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

60 c'hoari evit an holl : ar c'haier nevez embannet evit ar vakañsoù

Aï eo ar c’hentañ a viz gouere ha neuze mare ar vakañsoù da vat, ‘pad daou viz e vo paouezet gant ar c’hentelioù noz hag ar stummadurioù hir met penaos neuze kenderc’hel gant ar Brezhoneg ? Stajoù hañv ha levrioù a bep seurt a zo dija, met Sten Charbonneau a gave dezhañ e vanke traoù evit c’hoari e Brezhoneg. Setu gant e ti embann APLUD a embann c’hoarioù taol e Brezhoneg en deus embannet ur c’haier anvet 60 c’hoari evit an holl. Tost hanter kant pajenn a c’hoarioù liesseurt evit c’hoari gant hor Yezh ha kaout plijadur e Brezhoneg.

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

Ha da glevet ivez er c'heleier :

  • Fin ar c'hevraouiñ etre Iran ha SUA ?

  • An tu-dehou pellañ er gallout e Perou en-dro gant Keiko Fujimori, merc'h an diktatour Alberto Fujimori

  • Gwaldaol e Monako a-enep un oligark ukrainan

  • Ur mirdi nevez e predva Kreizenn Nukleel Brenniliz

  • Disoc'hoù krogadoù kip ar bed melldroad ar baotred