Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
Adlañset eo Aï’ta get disprizioù ar brezhoneg!
Ar strollad a stourma evit ar brezhoneg a-c’houde 2005 n'oa graet un ehan ‘pad un nebeud blezadoù. Neuze evit lidañ distro ar strollad e oa bet aozet Disprizioù ar Brezhoneg. Un darvoud a-vod dre ma eh eus ur bochad traoù a ya a dreuz àr dachenn ar bolitikerezh yezh e Breizh herveze. Anton Burel en doa roet ar gaoz da Régine Guillemot a zo 'barzh ar strollad Ai’ta.
Er rummad deskadurezh eo Claudine Guillou, bet maerez Boulvriag hag he gumun he deus bet ar priz kentañ. Departamant Aodoù an Arvor en deus bet an eil priz hag ensellerezh ar Stad e Breizh an drivet priz. Priz ispisial Benjamin Morel ‘zo bet roet da Jean-Michel Blanquer, bet ministr an deskadurezh Stad. Hag evit achiv, priz meur divrezhoneger ar blez ‘zo aet get da zaou zen : Pierre Yves Thomas ha Julie Denes, kuzulier ha kuzulierez kêr Karaez anezhe.
‘Pad an dibenn-sizhun e oa bet lidet 40 vloaz Bagad Saozon-Sevigneg.
Miliadoù a dud a oa deuet d’an darvoudoù a oa bet dalc’het etre digwener ha disadorn. Klozet e oa bet al lid àr un ton bras e kreiz-kêr Saozon-Sevigneg e Park Bourgchevreuil. Fleuves, Ampouailh, Sonerien Du ha Trio Forj a oa e mesk ar strolladoù kouviet da soniñ àr al leurenn ambl get Bagad Saozon él-rezon.
Simon Lotout ag Ampouailh ha Yann-Vari ar Brusk, ezel ag ar bagad a oe bet goulennataet get Anton Burel.
Da glevet ivez er c'heleier:
-Skoet eo bed ar justis hag ar bolitikerezh get afer Lyhanna.
-Louzoù nevez a zo evit klañvidi ar sclérose en plaque.
-Kalite an dour a oa bet difennet dec’h e-korf ur vanifestadeg e Roazhon.
-Manifestadegoù 'oa bet e pep lec'h e Frañs a-enep ar gwask lakaet àr ar free party.
sport :
-Rugby ar baotred: RC Gwened trec'h doc'h Provence Rugby e finale ar Pro D2, disadorn e Tolosa. Daet int da vout kampioned Pro D2 !
-Handball ar merc’hed: Brest Brest Hand en doa gounezet an titl kampion Frañs ur sizhun ‘zo ! Met n'o deus bet titl erbet e Final Four lig ar c’hampionezed ar week-end-mañ.
-E Kernouez (29), e oa kampionad Breizh ar velo dec’h. Aet eo ar maout get Léonie Mahieu a Lannarstêr ha Ludovic Morice aLoudieg.

