Radio Breizh
Embannet eo bet ar c'heleier getAodren Trehin ar mintin-mañ.
E meur a lec'h e Breizh o deus dibabet listennoù an tu kleiz en em vodañ evit eil tro an dilennadegoù ti-kêr, evel e Brest, Konk-Kerne, Naoned pe c'hoazh an Oriant.
En Oriant just a walc'h e oa bet skubet ar sokialourien ag an ti-kêr e 2020 get Fabrice Loher, ha tapet neuze ar gêr get an tu dehoù. Ha lañs a zo geton a-raok eil tro an dilennadegoù disul. 35 % ag ar mouezhioù a zo aet geton, 23% get an ekologour Damien Girard, 19% get ar sokialourez Gaelle Ar Stradic, ha tost 16% get Théo Thomas, ag an RN.
Met bodet asambles e c'hellehe strolladoù an tu kleiz rastellat 42% ag ar mouezhioù ha gounit marse an dilennadegoù. Muioc'h a ditouroù àr ar strategiezh-mañ get Korentin Gaillard a zo 5vet àr al listenn unvan a gleiz. Emañ doc'h mikro Metig Jakez-Vargas.
Ar listenn Gaelle Le Stradic hag al listenn ag an tu kleiz unvan emañ Ioana Lemoine e anv an UDB. Diaes eo bet ar c'houlzad kabaliñ etre an div listenn a-gleiz hervezi met anat e oa d'he listenn ober un emglev a gleiz en eil tro evit interest an Oriant. Simbolek eo perzh an UDB àr al listenn unvan avat ké ne vo kuzulier pe kuzulierez-kêr erbet ag ar strollad emrenour e mesk ar skipailh dilennidi nevez ma yay ar maout get Damien Girard disul. Divizet o deus dañvez dilennidi an UDB chom hep kabaliñ etre an div dro, emezi.
E Brest, un emglev ‘zo bet kavet un englev ivez etre listenn an tu kleiz unanet ha kani Cécile Beaudouin a LFI.
Kar da geñver tro gentañ an dilennadegoù kêr ‘ba Brest zo bet souezhadennoù. Stéphane Roudaut, dañvez maer an tu dehoù, ‘zo erru er plas kentañ get 30 % ag ar mouezhioù… gwelloc’h evit disoc’h listenn maer Brest, François Cuillandre, ‘neus rastellet 24 % eus ar mouezhioù hepken. Da heul ‘oa en em gavet al listenn oa kaset get Cécile Beaudouin e anv Brest Insoumise ‘neus bet un tamm muioc’h ‘vit 15 % ag ar mouezhioù. Hag evit ar wezh kentañ e istor politikel kêr Vrest ‘vo gwelet ul listenn ag an tu dehou pellañ en eil tro, kani Yves Pagès e anv an RN… Diàr an dra-se zo bet savet un emglev etre listenn François Cuilandre - enni tud ar PS, Ekologourien, PCF ha kement zo- ha get kani Cécile Beaudouin e anv LFI… Selaouomp, da gentañ, Taran Mareg eus ar PCF ‘oa àr listenn Cuillandre. Emañ get Erwan Blanchard.
Da glevet ivez :
-Lec’hienn web Shein ne chomay ket serrete Frañs.
-Anaoudegezh fas a vez implijet get ar polis hervez un enklask kaset get ar media Disclose.
-Ur studiadenn nevez a ziskoueza pegen bras eo ar c’hementad a falskeleier, àr ar rouedadoù sokial, ha dreist- holl àr Tiktok.
-Barnet e vo Vincent Bolloré e fin ar blez e Pariz e afer ar porzhioù afrikan.

