Radio Breizh
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Difenn ar mammc'hlad : deus Kurdistan da Vreizh
E Roazhon e oa bet dalc’het digwener da noz ur brezegenn e Ti etrevroadel Roazhon war an tem : Difenn ar matrimoine pe ar mammc’hlad, deus Kurdistan da Vreizh. Ken aozet a oa an darvoud gant Zin 35 ha Keneilded Kurd Breizh gant harp kumun Roazhon hag ar Mir da vare miz ha devezh gwir ar maouezed. Sterniadezed ar gevredigezh Kassed a stourm e Kurdistan Bakur e Stad Turk oa deuet da gemer ar gaoz ‘sambles gant Tifenn Siret Mouezh aotreet an tu kleiz emrenour UDB he deus kenskrivet Kezeg an Heol Femmes effacées, féminismes occultées ? Embannet gant Goater Embannadurioù.
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel
Nozvezh ar yod-kerc'h e Landelo
Disadorn 'oa dalc'het « Nozvezh ar yod-kerc'h » e Landelo, e-kichenn Karaez. Tregont 'vloaz 'zo, pe ouzhpenn, e vez renket an abadenn-mañ gant ar gevredigezh Oaled Landelo bep bloaz. War-dro tri-ugent a dud a vez bodet en-dro d'an daol er Presbital Kozh, da zebriñ yod-kerc'h, e-ser kanañ ha kontañ rimodelloù, hag e brezhoneg tout marplij ! Met da zigentañ evel-just 'ranker fardañ yod-kerc'h ! Benjamin Bouard oa bet o kuriuzañ eno ha degouezhet gant Christine ha Gaby, hag a oa davat o treiñ ar vazh-yod er chidourenn.
Ur pennad-kaoz gant Benjamin Bouard
Ha da glevet ivez :
Keloù deus ar Brezel etre SUA/Stad Israel hag Iran
Aloubadeg Liban gant Stad Israel
Kevraouiñ evit eil tro an dilennadegoù-kêr a vo disul
Gouel ar Sant Padrig a oa dec'h
Mont a ra ar maout gant Maroko e Kip Afrika ar Broadoù a-benn ar fin

