Keleier ar vro d'ar Meurzh 17 a viz Meurzh 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Meurzh 17 a viz Meurzh 2026

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kêr Gommanna zo bet gounezet gant Fulup Plouzane hag e listenn

Gant 52,7 % eus ar mouezhioù eo aet ar maout gant al listenn ‘oa kaset gant Fulup Plouzane ‘ba Kommanna. Diwar ar pempzek plas kuzulier zo da gaout ‘bar gumun ‘zo ‘ba Menez Are eo 12 yaio gant ‘ni ‘zo bet eil maer dija. Bodet ‘vo an dilennidi nevez anvet etre an 20 hag an 22 a viz Meurzh ‘vit staliañ an dilennidi nevez hag envel ar maer nevez, an eil maered hag ar guzulierien delege. dont a benn da c’hounit an dilennadegoù eo ul labour war hir dermen zo bet kaset gant ar skipailh zo renet gant an ezel eus an UDB… Muioc’h gant Fulup Plouzane ouzh mikro Erwan Blanchard.

2000 manifestour anti-fa 'ba Brest disadorn

Etre 1000 ha 2000 a vanifesterien enep faskourien ‘oa bodet ‘ba Brest disadorn goude kreisteiz, tud yaouank mesket gant re un tamm koshoc’h. Izili eus sindikadoù ha kevredigezhioù ‘noant dibunet dre straedoù Brest. Sioul ‘oa an ambiañs ha chomet eo sioul betek ar fin. Deomp d’ober un dro beket Brest ‘ma oa pouezhus d’ur bern manifesterien embann uhel o soñj an deiz araok an dilennadegoù kêr. Daet oa Mina, zo studierez anezhi ‘ba Brest. Displeget ‘neus deomp perak e vanka dezhi stourm ouzh ar faskouriezh a ya war gresk er bed a bezh. Ur reportaj gant Erwan Blanchard.

Da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Un emglev teknik zo bet savet etre François Cuillandre (PS) ha Cécile Beaudouin (LFI) evit an eil tro.

  • Bagad Locoal-Mendon zo erru e plas kentañ 'ba kampionad broadel ar bagadoù e rummad kentañ!

  • Cuba zo didredan!

  • Nicolas Sarkozy zo gant ur prosez ouzhpenn...

  • Gireg Soudée zo gant an hent mat evit trec'hiñ rekord ar bed d'ober tro ar voull-douar e-bourzh ur vag