Keleier ar vro d'al Lun 16 a viz Meurzh 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'al Lun 16 a viz Meurzh 2026

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Abadenn ispisial dilennadegoù kêr

Feur ar c’hemer perzh a zo bet a 56 % : emañ neuze ar muianiver get an diouver a mouezhioù ur wezh c’hoazh.

E Breizh emañ chomet 6 kumun hep listenn !

Ul listenn hepken, a oa e ouzhpenn an hanter ag ar c’humunuioù e Breizh hag ul lodenn vras a gonte hepken div listenn, ar pezh a sinifia e 9 kumun diàr 10 ne vo ket a eil tro.

Diàr ar c’humunioù bihan justawalc’h en deus Benjamin Bouard choejet lakaat ar gaoz.

Bet eo kreiz ar vro d’em gaouit get an dud evit goulenn gete o soñj diàr-benn ar votadeg-mañ. Rak chañjamantoù zo bet er reolennoù votiñ evit er parrezioù edan 1000 annezad.Yvonne, a Bluskeleg, Bernard, a Gurunhuel, ha Nathalie, a Plourac'h, a oa bet aterset a-raok ar votadeg.


Disoc’hoù e kêrioù pennañ er vro.

Roazhon Nathalie Appéré ag ar PS er c’hentañ plas get 35 % ag ar mouezhioù. Pell dirak Charles Compagnon ag an tu dehoù ha Marie Mesmeur, kannadez LFI. Nac’het he deus kren Appéré aliañsiñ get ar velenchonisted. An teir listenn-mañ a vo sur ‘walc’h en eil tro neuze.

E Naoned emañ an traoù hañval a walc’h doc’h Roazhon. Johanna Rolland get he skritell PS a zo arruet get nebeut-tre a avañs dirak Foulques Chombard de Lauwe ag an tu dehoù. Get LFI e vint o daou en eil dro.

En Oriant, emañ Fabrice Loher, ag an tu dehoù e penn ar jeu. Damien Girard, kannad get ar re C’hlas a zo en eil plas, un tamm dirak ul listenn arall ag an tu gleiz kaset get ar sokialourez Gaelle Ar Stradig. Ar ar seblant e vehe graet un aliañs get an div listenn-se

E Gwened eo bet dilennet David Robo en-dro er c'hentañ tro.

E Sant-Brieg e vo disul é tonet 4 listenn diàr ar 7 a oa àr ar renk. Ar maer ar vremañ Hervé Guihard a zo e penn an tu kleiz unanet, a vo adal Victor Bonnot ag an tu dehoù-kreiz, Pierre-Yves Thomas get ar skritell Reconquête hag Henri Alloy a LFI.

Dilennet eo bet en-dro Philippe Le Goff e Gwengamp, adal an dro kentañ, heuliet get Yannick Kerlogot ha Gaël Roblin en teirvet plas.

E Brest eo bet dibabet François Cuillandre, ag ar PS unanet get strolladoù arall ag an tu kleiz get24 % ag an dud. Emañ a-dreñv Stéphane Roudaut, ag an tu dehoù ag a zo daet da benn da gendrec’hiñ 30 % ag an dilennourion. Cécile Beaudouin ag LFI hag Yves Pagès ag an RN a zo a dreist da zek dregant, ha kalifiet neuze evit disul.


Achuamp get Kemper, lec’h ma oa bet Metig Jakez Vargas evit kas doere deomp.

Ar vaerez Isabelle Assih, ag an tu kleiz, a zo erruet e penn, get 47 % ag ar mouezioù. En eil plas eo en em gavet Guillaume Menguy, a vode strolladoù an tu dehoù hag ar c'hreiz, get 32%. Da drede eo aet 11% ag ar mouezioù get Christel Henaff ag an RN ha nebell a-dreñv, da biarvet, Marie Lauwers ag an tu kleiz radikal get 10%. Ar peder listenn o deus tapet ouzhpenn 10% ag ar mouezioù e Kemper. Chañsoù bras a zo e chomehe an traoù él m'emaint ha ne vehe ket skoulmet emglev erbet gete evit an eil-tro. Kadorioù a vehe neuze evit razh al listennoù er c'huzul-kêr, zoken evit an RN, a vehe gwelet eo evit ar wezh kentañ.

Metig Jakez-Vargas he deus goulennet o soñj get an dud àr an disoc'hoù-mañ get an dañvez dilennidi. Selaouomp da gentañ Marc Andro, a listenn ar vaerez Isabelle Assih, hag Anna-Vari Chapalain, bet dilennadez e-pad resped kentañ ar vaerez.

Da glevet ivez:

-Liammoù kreñv a zo etre an DZ Mafia ha bed ar rap en deus displeget prokulor Marseille.

-Jurgen Habermas, unan a brederourion pennañ an 20 vet kanvet a zo aet d’an anaon disadorn.

-Rugby ar baotred: Trec’h eo bet ar c’hallaoued àr ar saozon e tournamant ar c’hwec’h broad.