Radio Breizh
'Benn disul 'vo an dilennadegoù kêr, Izabel Assih 'vo lakaet da vaerez en dro 'ba Kemper?
E Kemper e klasko ar vaerez, Isabelle Assih, mirout he c'hador. Dimerc'her da noz he doa dalc'het ur meeting e sal Dan ar Braz e Kemper, gant an holl dud a zo war he listenn. En o zouez emañ Kentin Le Priol, eus strollad an ekologourien ha Yann Fouchet eus ar strollad komunour. Met ivez Uisant Crequer, eus Nouvelle Donne, bet dilennad war ar reneveziñ demokratel hag ar c'hoskor er mandat tremenet ha Nadine Urvois, eus ar PS, bet kuzulierez kêr evit sevenadur Breizh er resped diwezhañ ivez. Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas.
Bagad bro Landerne 'vo 'ba kampionad ar bagadoù 'ba Sant-Brieg e fin ar sizhun mañ
Kampionadoù broadel ar bagadoù zo e rummad kentañ hag en eil rummad vo dalc’het e-kerzh ar week-end mañ. Evit ar wech kentañ ‘vo aozet an daou gampionad ‘ba memes lec’h hag e kerzh ar memes fin ar sizhun. ‘Ba Sant-Brieg ‘vo bodet an daouzek bagad zo e rummad kentañ hag an unnek strollad zo en eil rummad. Kar dilezet eo bet ar C’houartz ‘ba Brest ‘ma oa aozet kampionad rummad kentañ betek-hen… Re gaer ‘oa daet da feurmiñ ar sal evit Sonerion. Ur sapre week-end ‘vo da gaout ‘ba sal ar C’hendalc’hioù ma 'vo posubl mont da selaou bagadoù ‘vel Cap Caval, bagad Kemper pe hini bro Landerne zo staliet en eil rummad abaoe bloavezhioù. Disadorn dremenet ‘noa kinniget ar sonerien eus Bro-Leon da selaou an heuliadenn ‘vo sonet ganto ‘benn disul…. Selaouomp da gentañ Mael Tomaz zo penn soner ha war lerc’h e klevimp Liam Dlugy Belmont zo soner biniou bras anezhañ. Emaint gant Erwan Blanchard.
Da seloau ouzhpenn 'bar c'heleier:
Mojtada Khamenei 'neus prometet en em vanjiñ ouzh Izrael ha USA
Bombezennet eo bet skol-veur El radath 'ba Beirut
Harzh-labour hollek 'oa dalc'het 'ba Brussels dec'h
Implijet 'vo arc'hant "Livret A" 'vit arc'hantiñ ar c'hreizennoù nukleel nevez
War Raok Gwengamp 'degemero Amiens fenoz e kampionad Lig 2

