Keleier ar vro d'ar Yaou 12 a viz Meurzh 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Yaou 12 a viz Meurzh 2026

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier gant Metig Jakez-Vargas

10 listenn ‘zo war ar renk e Brest evit an dilennadegoù kêr a vo 'benn disul

E mesk an 10 listenn emañ an ‘ni zo kaset gant Cécile Beaudouin e anv La France Insoumise. N’eo ket bet aes ar sizhunioù diwezhañ evit izili LFI. Dreistholl war lerc’h marv Quentin Deranque e Lyon da geñver emgann etre enepfaskourien ha faskourien. Lakaet eo bet ar strollad zo renet gant Jean-Luc Melenchon da benn kaoz marv ar stourmer faskour… Klaskomp goûd, da gentañ, penaos ‘neus bevet Cécile Beaudouin hag he skipailh ar prantad se… Emañ gant Erwan Blanchard.

Warc'hoazh e vo dalc'het 6vet kendalc'h ar sindikat S3C CFDT e Pleuveur-Bodoù e Bro-Dreger

Gant framm ar sindikad-se e vez bodet e Breizh poloù micherel an « tri C », ar c'hehentiñ, ar c'huzul hag ar sevenadur (da lâret e galleg « communication – conseil - culture »). Difenn gwirioù labourerien ar micherioù-se, hag ambroug pe sikour anezho p'o dez ezhom a ra ar sindikad. Ar bloaz-mañ zo bet labour dreist-holl evit ar pezh a sell ouzh bed ar sevenadur. Selaouomp Jañ-Mai Drapier, dileuriad en S3C CFDT.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Keloù eus ar brezel er Reter-tostañ

- 400 miliardour ouzhpenn a zo war ar blanedenn eget warlene

- Ur prezidant eus an tu dehoù pellañ a zo bremañ e bro Chile

- 5 den kudennek bras a zo war listenn an RN e Brest

- N'eo ket direbech kennebeut an danvez-dilennad eus Sant-Malou, Jêrome Besnard

- Staget eo implijidi ti-post Gwipavaz gant un harz-labour dibaouez dimeurzh