Keleier ar vro d'ar Merc'her 11 a viz Meurzh 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Merc'her 11 a viz Meurzh 2026

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

'Benn disul e vo tro gentañ an dilennadegoù ti-kêr.

Un tem boutin da razh al listennoù pe dost er vro eo kani ar yec'hed. E Douarnenez e kinniga al listenn « Douarnenez Kengred », ag an tu kleiz ha kaset gaet Françoise Pencalet, meur a dra evit desachiñ medisinourion hag evit ma vefe pareet gwelloc'h an dud er vro.

Maksim Touze, ezel ag an UDB ha bet kuzulier-kêr en tu enep, a zo àr al listenn-mañ...

Teir listenn a zo àr ar renk e Douarnenez. Kani ar vaerez Jocelyne Poitevin, ag an tu dehoù ; al listenn « Evit Douarnenez », kaset get Véronique Raher-Hériaud, a voda tud ag an tu kleiz hag izili ag ar PS ha PC ; ha kani « Douarnenez Kengred ».

Un atersadenn kaset get Metig Jakez-Vargas.


Tamm Kreiz ar pardonioù, peotramant kentoc'h Wikipedia ar pardonioù ?

Ar lec'hienn 1001 pardon, savet get Bretagne Culture Diversité (pe BCD), a zo un tammig ag an daou. Kavet ‘vez titouroù a bep sort a-ziàr ar pardonioù àr ar lec'hienn nevez-flamm-se. Displeget e vo muioc'h a-ziar ar raktres get Tudi Kernalegenn, renour Bretagne Culture Diversité, doc'h mikro Emrys a Radio Bro Gwened.

Da glevet ivez:

-Ur sapre taol kaer zo bet kaset doc’h an DZ Mafia e su Bro-C’hall. 42 zen a zo bet lakaet edan ensell ar polis.

-Nac’het eo bet get ar justis da Nicolas Sarkozy kemeskiñ e c’hastizoù evit an aferioù Bismuth hag an afer Bygmalion.

-Dilemel al loened « noazus » etre krochedoù a zo diefedus ha koustus.

-Ar zachenn an dour hag ar pestisidoù, emañ ar Stad hag an FNSEA dorn ha dorn.

-Desavour istri gwazh an Intel o deus stanket ar Pont-Lorois. Goulenn a reont groñs o sindikad ma vo gwelaet kalite an dour.