Radio Breizh
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Dastum boued gant ar "Restos du Coeur"
Dastum boued hag ingalañ ‘nezho d’ar re zo lakaet diaes ! Evel bep bloaz ‘vez aozet un dastumadeg gant ar gevredigezh « Les Restaurants du coeur » ‘oa bet savet e 1985 gant Coluche. Skipailhoù tud a youl vat ‘oa kaset digwener ha disadorn d’ar gourmarc’hadoù dre Vro-C’hall en he fezh, ‘vel ‘ba Landerne. Agnes Simon zo o kemer perzh ‘bar gevredigezeh lec’hel zo he zachenn labour etre Landerne, Lesneven ha Plougerne. Un tamm sell ganti war ar mod eo tremenet an dastumadeg.
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard
Kampionad Frañs Kross Kountry e Karaez
Karaez a oa kêr-benn kross kountri ar stad c'hall a-hed ar fin ar sizhun. Kantadoù a redererezed hag ar rederien o doa lakaet o anv er c’hampionadoù. 30 000 arvester a oa gortozet war droiad Kerampuilh a zo brudet mat e metoù ar redadegoù kross kountri. Evel e 2023 he doa gounezet Tifenn Gueganton he flas e kampionad Frañs kross berr e Karaez. Graet he deus gwelloc’h evit tri bloaz an hini a zo ezelez eus kleub « Le Souffle des abers » e Lanniliz. En eil plas ha tregont eo en em gavet goude bout galoupet 4658 metr dindan 17 . Selaouomp ‘nezhi, just war lerc’h he redadeg.
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard
Ha da glevet ivez :
Keloù deus ar brezel etre SUA/Stad Israel hag Iran
Lu Israel a zo oc'h aloubiñ Liban
Manifestadegoù an 8 a viz Meurzh
Disoc'hoù krogadoù melldroad an dibenn-sizhun

