Keleier ar vro d'ar Gwener 6 a viz Meurzh 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Gwener 6 a viz Meurzh 2026

Gouzout muioc'h diwar-benn

Dilennadegoù kêr: ne vo listenn ebet 'ba Molenez d'ar 15 a viz Meurzh

N'eus bet kinniget listenn ebet gant annezidi Molenez evit an dilennadegoù ti-kêr e miz Meurzh, daoust da strivoù un dornad annezidi. N'int ket deuet a-benn da sevel ul listenn e koulz evit disklêriañ anezhi er prefeti. Adalek miz Ebrel e vo anvet tri den war an anezenn gant ar prefeti neuze, a vo en karg da verañ aferioù ar gumun, da c'hortoz un diskoulm. Agathe Seite a zo engouestlet e buhez hec'h enezenn gennidik. Displegañ a ra deomp penaos eo net lakaet diaes ar gumun gant an dilennadegoù... Emañ gant Metig Jakez-Vargas.

Transnistria: ur vro renet gant Russia

Eus Transnistria emañ Julien Meffre o paouez distreiñ. Bet eo o veajiñ betek Moldova zo etre Ukrena ha Romania. Ha du-hont emañ Republik Transnistria, ur Republik bihan sot, zo harpet gant Russia Poutine, un doare proxi ma peus c’hoant. Kaset ‘neus hent ar c’hazetenner breizhad beket Transnistria… Selaouomp ‘nañ o komz diwar benn Transnistria… Emañ gant Erwan Blanchard.


Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • E fulor emañ Viktor Orban ouzh Ukrena

  • Kristi Noem n'eo ket sekretourez Stad an diabarzh 'ba USA ken

  • Disul 'vo dalc'het devezh gwirioù ar maouezed

  • Aet eo da anaon Marguerite Lamour, bet maerez Gwitalmeze

  • Kampionad Frañs kross kountri 'vo aozet a-hed ar week-end 'ba Karaez