Keleier ar vro d'ar Merc'her 4 a viz Meurzh 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Merc'her 4 a viz Meurzh 2026

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Ur blez ouhzpenn evit lakaat Avel vor hervez ar reolennoù !

E penn kentañ ar blez ‘oa bet divizet get barnourion lez-varn melestradurel Roazhon ur prantad da gempenn ar studiadenn àr an efedoù ‘zo get ar c’hraoù moc’h bras divent… Herveze eo diboell ar studiadenn. Perc’henn an Avel vor ‘neus kresket meur a wech e stal hep kaouit an aotre. Ha bep tro ‘vez reizhekaet get prefeti Penn-ar-Bed al labourioù 'zo bet graet ‘maez lezenn. E 2016 ‘oa bet kadarnaet ur c’hresk a 8000 porc’hell da 12 000. Brudet eo perc’henn ar c’hraoù moc’h bras divent e Landunvez evit bout prezidant ar sindikad Inaporc a live Frañs ha prezidant ar c’hooperativ Evel Up a voda tost 700 produer moc’h e Breizh hag e kornog Bro-C’hall.

C’hwerv eo an izili eus ar stroll « Stoppons l’extension ». En o mesk Sophie Guezenneg a zo ezelez a Greenpeace. Hiroc’h ‘neus laret da Erwan Blanchard.



Dec’h d’enderv e oa bet dalc’het obidoù Charlie Grall e Karaez.

Kantadoù a dud a oa deuet, mignoned ha kamaraded dezhañ, bodet evit laret kenavo d’ar stourmer dizalc’hour. E-pad al lid eo bet enoret evit al labour en deus kaset evit Breizh, ar brezhoneg, hag ar c’henskoazell etrevroadel get pobloù ‘rall él ar bobl Euskal. Adalek marv e mignon bras Martial Menard e oa Charlie Grall troet da skrivañ e brezhoneg da vat. Pa oa Charlie Grall prezidant Skoazell Vreizh en doa soutenet ar familhoù en aferioù Fañch, met ivez stourmerion 44 e Breizh pe c’hoazh ar re o doa stanket an hentoù-houarn e Plouared da prantad ar stourm a-enep al lezenn labour e 2016.

Padrig an Habask ag an ti-embann Al Lanv a embanne e destennoù er gelaouenn ag ar mem anv, hag en doa embannet ivez 4 ag e levrioù. An hini diwezhañ Toull Kerliv en doa graet ‘berzh. Selaouomp Padrig an Habask ha Fabris Cadou a Skoazell Vreizh

Ur reportaj get Anton Burel.

Da glevet ivez:
-Ar 4vet devezh brezel eo er reter-kreiz hag em ledanaet eo ar bec’h. Skoazell milourel a vo kaset get Bro-C'hall.

-25% a besked e morioù ar bed a-benn 2100 hervez an Ifremer.

-Disoc’h prosez e galv tagerion Samuel Paty: digresket eo bet ar c'hastiz evot 3 den diàr 4.

-Ar c'huzul-Stad a zistaola un eil rekour doc'h ar raktres linenn tizh bras (LGV) etre Tolosa ha Bourdel.

-Un taos a daou euro evit pep pakad bihan emporzhiet a diavaez Unaniezh Europa a zo bremañ.

-Aotreet e vo ar sinoù diakritek: achiv eo ar stourm evit an tilde.