Keleier ar vro d'ar Gwener 27  a viz C'hwevrer 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Gwener 27 a viz C'hwevrer 2026

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin hiriv.

Doere fall e bed ar brezhoneg. Serret e vo skol Diwan Boulvriag a-benn miz Gwengolo.

E 2013 e oa bet krouet ar skol-se ha betek hanter-kant a vugale a zo bet skoliatet e-barzh er penn kentañ. Nebeutoc'h a skolidi a oa ar blez-mañ, ne oant ket 50 ken met seitek. Betek bremañ e oant degemeret en un ti bet prenet get tud hag oa o bugale er skol a-raok. Pezh eo, ne faota ket d'an dud-se feurmiñ ken o savadur d'ar gevredigezh. Kaer o deus bet tud ar gevredigezh da glask, n'o deus kavet diskoulm erbet, nag e Boulvriag, nag e lec'h ‘rall. Kaouit a reont da lâret ivez n'int ket bet sikouret kalz get ar c’huzul-kêr. Selaouomp Enora Alory, eil-prezidantez an AEP, ha Bronwenn Pinschof, prezidantez kuzul-skoazell ar skol get Benjamin Bouard.


Ar plomennoù gwrez pe « pompes à chaleur » e galleg a zo muioc’h muiañ doc’h ar c’hiz evit tommiñ an tier.

Gellet a ra bout ur sistem vat evit an endro, met pezh’zo e vent taolet aes a-walc’h a gaoz ma vanka pezh man pezh.

Setu ar pezh n’eus broudet Christian Evano da sevel an embregerezh Et ça repart, a zo arbennikaet àr kempenn ha gwerzhiñ pezhioù distag evit ar plomennoù gwrez hag ar c’hlim.

Ar lerc’h ar c’hovid, e oa bet digoret ar stal-se en Henbond chouk d’an Oriant. An hani kentañ e frañs !

4 den é labourat e ti Et ça repart, un is-embregerezh a Tecniclima. Glenn Doujet, unan ag ar c’hopridi en doe kouviet Maxime Crahé da weladenniñ ar stal.

Da glevet ivez:

-Nullet eo bet get gouarnamant Brazil un dekred a aotree prevesaat lodennoù a stêrioù e Amazonia.

-Un enklask 'zo bet embannet àr saotradur an douaroù kontammet get ar Pfas.

-Ur c’hinnig lezenn a zo bet votet dec’h er sened doc’h ar protoxide azote.
-An Erika a c'hellehe bout orin ar bouloù eoul-maen a zo bet kavet àr draezhennoù e Plozevet.

-Ur vanifestadeg a vo e Redon disadorn a-enep ar venglev Taranis.

-51vet gouel ar Cesar e oa neizhour evit ar filmoù daet er maez er salioù e Bro-C’hall e 2025.