Keleier ar vro d'ar Yaou 26 a viz C'hwevrer 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Yaou 26 a viz C'hwevrer 2026

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier hiziv gant Metig Jakez-Vargas

Saloñs labour-douar war ar maez

Disadorn e oa bet digoret saloñs al labour-douar e Pariz...Hep saout hag hep sindikadoù ar c'hoordination rurale nag ar c'honfédération paysanne. Saloñsoù all, ar « saloñsoù war ar maez », a vez dalc'het un tamm e pep lec'h e Frañs gant ar c'honfédération paysanne e plas. Dimeurzh e oa bet pedet tud ar vro hag an dilennidi lec'hel koulz hag an dud war ar renk en dilennadegoù ti-kêr, da weladenniñ un ti-feurm legumaj e Ploveilh. Kalz traoù a c'hell ar strollegezhioù lec'hel ober evit prenañ boued deus ar vro. Padal e vez gwerzhet nebeutoc'h nebeutañ a legumaj d'ar skolioù ha skolajoù gant ar c'houblad legumajerien Dessalais-Paulet, evel ma tispleg Anne...

An evned-mor a zo gwallgaset get an amzer fall.

Ronan Debel, ezel an LPO, ur gevredigezh a warez an evned, a zo war an dachenn get ar Reoma. Ar rouedad-se, hag a dalvez « réseau d’échouage des oiseaux marins », a zo a hed ar meurvor altantel betek Euskadi ha zoken e Portugal ha Spagn. Evezhiañ, kontañ ha renabliñ a ra an evned war an aod e bro Vigouden.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- 17 aozadur etrevroadel o deus seziset lez-varn uhelañ Israel evit gellout sikour an dud e Palestina

- Votet o deus ar gannaded dec'h un danvez lezenn evit sikour an dud da vervel

- En em vodet e oa reuzidi.adezed Joel Le Skouarneg dimeurzh dirak lez-varn Gwened

- Ne raio ket galv Nicolas Gonidec, ar c'hlañvdiour faos

- Aotreet e vo an N tilde e Brest evit an anvioù-bihan, evel Fañch