Keleier ar vro d'al Lun 23  aviz C'hwevrer 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'al Lun 23 aviz C'hwevrer 2026

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Teir sizhun a chom a-raok an dilennadegoù-kêr.

26 bloaz eo Youn Aubry. Hag en naontekvet plas emañ àr listenn keodedel Konk-Kerne evit an dilennadegoù ti-kêr, anvet « Konk-Kerne keodedel ha kenperzhus ».

Kalzig a dud yaouank éldon a zo àr al listenn-se ag an tu kleiz, ha 44 blez eo keidenn oad an dud àr ar renk er strollad. aset eo al listenn-se get un daouad : Thomas Le Bon ha Manon Rosario. Displegañ a ra da Metig Jakez-Vargas petra n'eus roet c'hoant dezhañ kemer perzh en ul listenn evit an dilennadegoù ti-kêr. KPemp listenn all a glaskay gounit kêr Konk-Kerne ha diaes eo gouiet get piv e yay ar maout ! Ul listenn a vo kaset get André Fidelin, bet maer kozh ar gumun e-pad 2 resped, ag an tu dehoù ha soutennet gant ar strollad LR. Unan arall eo listenn ar sokialiour Gilbert Le Bris, bet maer ar gumun eñ ivez, e-pad 3 resped. Philippe Le Coz, ag ar c'hreiz a zo ivez àr ar renk, koulz ha Quentin Le Gaillard, ag an tu dehoù, a zo e penn kabined Mael de Calan en departamant. Hag ul listenn diwezhañ a vo kinniget get Christian Perrez, un den ag an tu-dehoù pellañ ha n'en deus ket resevet harp an RN.


Hag anav a rit ar Sambo ?

Ur sport gouren eo, a vro Rusia. Ijinet e oa bet er blezadoù 1930 e prantad an URSS é veskañ meur a sport arall : ar judo, ar boxe, ar gouren hag ar samoz. N'eo ket gwall vrudet e Kornôg Europa, met kleuboù a zo e Breizh memestra. Disadorn e oa aozet ur genstrivadeg etre-rannvroel e Pleiben, get kluboù Breizh ha Normandie. Eno he doa Metig Jakez-Vargas graet anaoudegezh get bugale ar familh Delorme, Budog, Konan hag Elowen, a zo razh sot get ar sport-se hag a reont a c’houde o bugaleaj.


Ha da glevet ivez er c'heleier:

-Manifestadegoù koun 'zo bet disadorn evit Quentin Deranque.

-Brezel en Ukren: 4 blez àrc’hoazh ha nebeut-tre a araokadennoù evit monet àr zu ar peoc'h.

-Dour c’hoazh! Charente-Maritime, Maine-et-Loire, ha Liger-Atlantel edan evezh ruz Meteo France.

-Sport

En eil lig melldroad ar merc’hed : Ar-raok Gwengamp/ Tolosa FC 1-4. Sant-Malo-Nice 3-2

E rugby ar baotred RC Gwened met trec’h doc’h Biarritz get 40 poent doc’h 33. Ha trec’h eo bet Bro-Frañs àr Italia e tournamant ar 6 broad.

Fin ar c’hoarioù olimpek ar gouiañv e oa ivez dec’h e Milan Cortina.