Keleier ar vro d'ar Yaou 19 a viz C'hwevrer 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Yaou 19 a viz C'hwevrer 2026

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Un arvest diwar-benn an tevfobiezh

Tev eo ar vaouez yaouank zo o chom ‘ba bro Brest, ha bevañ a reomp holl en ur gevredigezh ‘neus poan da zegemer an dud tev. Se zo kaoz he deus bet c’hoant Céline Michel da sevel un arvest. Nevez ‘zo ‘noa kaset ur chomadenn e Le Maquis e Brest evit labourat war al leurenniñ gant Florent Le Doare eus ar gompagnunez « Ancrage théâtre ». Muioc’h ganti. Emañ, gant Erwan Blanchard.

Diaes eo kinnig meur a listenn er c'humunioù bihan evit an dilennadegoù ti-kêr

Klask a zo war lec'h c'hwec'h den evit gellout kinnig un eil listenn e kumun Edern », e Penn-ar-bed. Setu ar pezh a zo bet embannet gant al listenn « Donnons le choix à Edern » dilun, da geñver an dilennadegoù ti-kêr. E Plovan, er vro Vigoudenn, eo en em zisklêriet ul listenn kentañ e penn kentañ ar sizhun. Hag un eil a vefe da zont. Met n'eo ket bet aes kavout tud da vont war ar renk, evel e kumunioù bihan all. Ha dreist holl kaout div listenn evit gellout kaout un dibab ha mennozhioù liessoc'h. Selaouomp ali Dominique Andro, maer Plovan, en deus divizet chom hep mont war ar renk en-dro.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- ur referendum a vo aozet e bro Suis evit bevenniñ pe get ar boblañs da 10 milion a annezad.ez

- Bombezennet eo bet Liban ha Siria gant glifozat gant Israel

- Mont a ra war-raok an enklask polis en afer Quentin Deranque

- Ouzhpenn 13 000 tiegezh milioner na baeont ket tailhoù war ar c'horvoder

- Kendec'hel a ra ar gwall-amzer da vagañ an dourioù-beuz

- Kondaonet eo bet pevar poliser evit bezañ lazhet diratoz Allan Lambin e Sant-Malou