Keleier ar vro d'ar Merc'her 18 a viz C'hwevrer 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Merc'her 18 a viz C'hwevrer 2026

Gouzout muioc'h diwar-benn

Embannet e oa bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Nebeutoc’h eget ur miz a chom bremañ a-raok tro gentañ an dilennadegoù kêr. Hiriv emamp o vonet da reiñ ar gaoz da Charlotte Bleunven ‘zo ezelez ag al listenn « Plabenneg a greiz kalon «  pe « Plabennec au coeur ».

Kaset eo al listenn hag a zo, kentoc’h ag an tu kleiz get Hélène Tonard.

Div listenn ag an tu dehou ‘vo àr ar renk : an hani a zo en he fenn Marie-Annig Kreac’hkadeg, zo maerez Plabenneg anezhi, ha kani Anne-Thérèse Roudaut bet eil maerez e-pad an daou resped diwezhañ. Penaos o deus labouret tud al listenn « Plabenneg a greiz kalon » ha petra vennant degas da gumunn Plabenneg ? Selaouomp Charlotte Bleunven, doc’htu.

Ur pennad-kaoz get Erwan Blanchard.

Muioc'h-muiañ e vez kinniget d'an dud nompas votiñ evit un den e-unan hag a yahe chupenn ar maer geton, met kentoc'h evit ur listenn geodedel (ul listenn sitoaian ma 'peus c'hoant).

An dra-se zo ur mod da lakaat ar bolitekerezh da cheñch ha da lakaat an dud da gemer perzh muioc'h evit ma vezent boazet d'ober betek-bremañ. Unan a zo bet kompozet e Speied, e-tal Karaez, « Speied Keodedel » eo he anv. Maodez Huon a zo e-barzh : displeget 'neus da Venjamin Bouard penaos ya en-dro ha petra vo kinniget d'an dud.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

-Idantifiet 'zo bet 9 den suspedet en afer Quentin Deranque. En o mesk emañ skoazeller kannad LFI Raphael Arnaud.

-Distroet eo sujedoù bio-etikel kizidig er vodadenn vroadel: an

-Komañset o deus ar c’hannaded da studiañ en-dro ur c’hinnig lezenn evit krouiñ ur gwir « opposable » da gaouit intentoù asaat, (soins palliatifs). Da heul e vo mouezhiet kinnig ur c'hinnig arall evit krouiñ « un droet da gaouit sikour da vervel », da laret eo bout eutanaziet.

-Dec’h eo daet er maez levr Gisèle Pelicot Et la joie de vivre.

-Francois Fillon hag e gwreg Penelope o deus lemet nevez zo o rekour el lez-varn torr evit afer an implijoù fiktivel.

-Dic’hlannoù, c’hoazh hag atav !

-Peder c’hevredigezh o deus savet ur rekour doc’h aotre sevel an Arkea park e Gwipavas.