Keleier ar vro d'ar Yaou 12 a viz C'hwevrer 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Yaou 12 a viz C'hwevrer 2026

Gouzout muioc'h diwar-benn

A-drugarez da rouedoù pesketourien eus Breizh e c’haller saveteiñ buhez Ukreniz

Rouedoù solut int gant mailh a feson zo implijet gant ar bagoù rouedañ. Ur wech staliet ‘ba lec’hioù zo ‘ba Ukrena e harzhont an dronoù, kaset gant lu Rusia, da dizhout ha da lazhañ ukreniz. Da skouer, ‘ba bro Kherson, zo war an talbenn, ‘ba kreisteiz Ukrena, zo implijet rouedoù pesketa kozh seurt se ‘vit gwareziñ ar boblañs. Kaset int bet e miz Du hag e miz Kerzu tremenet gant izili eus ar gevredigezh Kernic Solidarités zo staliet ‘ba Trolez en hanter noz Bro-Leon. Jean-Jacques Tangi ‘neus graet ar bazh-valan etre ar besketaerien ha Kernic Solidarités

Festival Itrika

A-benn an 20 a-viz C'hwrevrer e vo dalc'het ar c'hentañ festival Itrika e Karaez. Ur festival a zo bet lakaet e plas evit difenn ha lakaat war-wel ar yezhoù minoralaet er vro hag er bed. « Itrika » a sinifi « ijinañ » e brezhoneg kozh. Krouet eo bet ar festival-mañ gant pevar den yaouank eus lise Diwan Karaez ha Benjamin Bouard zo degouezhet asambles gant daou deuzhouto : Zoé Ronvel ha Thélo Troadeg.


Ha da glevet ivez er c'heleier :

- 850 000 tiegezh a zo hep tredan e Frañs 'blam d'ar gorventenn Nils

- Klozet eo bet an afer Adama Traore dec'h gant al lez-varn terriñ

- Ur strollad zo bet savet gant skolidi kozh lise katolik al Likes e Kemper, gant gouzañvidi feulsterioù seksel a-berzh tud a iliz

- Kondaonet eo bet seizh stourmer.ez evit an endro dec'h e lez-varn an Oriant

- Lodennoù eus ar GR34 hag an hent-houarn e Kemper a gouez en o foull gant ar glaveier puilh