Keleier ar vro d'al Lun 9 a viz Fere 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'al Lun 9 a viz Fere 2026

Gouzout muioc'h diwar-benn

Ur forum sokial lec'hel 'ba Sine!

Ur Forom sokial lec’hel a oa e Sine, chouk da Wened, e-pad an dibenn sizhun. Prantad pennan ha diwezhan ar forom e oa, met kroget e oa teir sizhun zo, ar 15 a viz Genver. Bep plez hag evit ar 17vet gwezh e oa bet aozet get skoazell ti-ker Sine. Didier Saint-Marc a zo ezel ar gevredigezh mignoned Politis, ur gazetenn vroadel, a gemere perzh d’ar forom àr ur stand. Setu eñ é kinnig an darvoud. Emañ gant Aodren Trehin.

Kaot-mell evit rozellat arc'hant ha skoazell skol Diwan Baod

Dijoloomp bremañ ur rekipe hengounel a flondrenn pe traonienn ar Blanvezh : ar c’haot-mell. Un hengoun lec’hel-tre eo dre ma ne vez fardet nemet e kumunioù Baod, Kistinid, Melrand ha Guern. Ur meuz un tamm hañval d’ar riz dre laezh eo, get mell pe millet él rezon, laezh, vioù, halen tev ha sukr. E skol Diwan Baod e vez alejet kaot-mell a c’houde gwerso evit rastellaat argant. Un afer treuzkas eo ar c’haot mell, pe kaot greus él ma lara lod hervez Beatris Ar Moign a zo skolaerez er skol, Maria Malardé ha Nikolaz Graignig. Kaset eo ar reportaj gant Aodren Trehin !

Ha da selaou ouhzpenn 'bar c'heleier:

  • Ur vodadenn 'ba tu-raok lise an Elorn 'ba Landerne evit souten ur c'helenner!

  • Tagoù nazi ha neo-nazi zo bet livet war ur voger 'ba lise Kerichen 'ba Brest

  • Portugal: ar sokialour Andre Seguro zo bet dilennet prezidant ar republik

  • Narges Mohammadi zo bet kondaonet da dremen 6 bloavezh 'ban toull-bac'h 'ba Iran

  • Marc'h-houarn: Ewen Kostiou 'neus gounezet L'Etoile de Besseges!