Radio Breizh
Mousterel-ar-Gwast: Lionel Henry zo o kaballiñ evit mont da vaer evit un eil gwech!
‘Benn 5 sizhun e vo aï poent mouezhiañ evit an dilennadegoù-kêr. E Mousterel-ar-Gwast e hanternoz Roazhon e lak e anv en-dro maer ar barroz en dilennadegoù a zeu gant ur skipailh nevez : hanter tud nevez hanter dilennidi bet. Lionel Henry Maer Mousterel ar Gwast zo kelenner war an istor Douaroniezh, istorour hag ezel deus an tu kleiz emrenour UDB. Dilennet eo bet Maer Mousterel-ar-Gwast e 2020 goude bezañ bet eilmaer ar barroz etre 2014 ha 2020 ha kuzulier-kêr er respet a-raok. Abaoe 2020 eo ivez Bez Prezidant Kumuniezh-kumunioù bro Elvinieg e karg deus an treuzdougen. Lavarout a ra deomp hiroc’h penaos en deus savet e skipailh evit ar respet a zeu … Emañ gant Anton Burel.
Un diskouezhadeg 'ba Gwened evit derc'hel koun eus Jeanne Manivel
Kant bloaz zo e oa marvet an arzourez Jeanne Malivel. Evit ar c'hantved deiz-ha-bloaz e kinnig Skol Uhel ar Vro un heuliad darvoudoù e Gwened evit dizoleiñ buhez an arzourez hag he arz. Da 10e mintin e vo an atalier engravadurioù disadorn ha da 3e goude mern prezegenn Olivier Levasseur. An diskouezhadeg diwar-benn Jeanne Malivel hag ar Seiz Breur a c'heller gwelet betek ar 14 aviz C'hwevrer e ti ar vro Gwened. Digoust eo pep tra. Muioc'h a ditouroù gant Laorañs Brisson, levraouegerez e mediaoueg Skol Uhel ar Vro. Selaouomp ar pennad-kaoz zo kaset gant Metig Jakez-Vargas.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
Votet 'oa budjed kuzul 29 dec'h: war digresk dle an departamant!
Echu gant an DU "edukatour-monitour" zo dalc'het 'ba Kerraoul 'ba Pempoull?
Kuitaat 'reont o loñjris : harellet zo palestiniz zo 'ba Sisjordania gant trevadenourien Izrael
Jack Lang zo kavet e anv 'ba paperioù Epstein!
C'hoarioù Olimpek Cortina-Milano zo roet lañs dezho hudu
Ouzh Nizza 'c'hoario FC an Oriant da geñver kard final Kip Bro-C'hall melldroad

