Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Trede prosez ar c’hlañvdiour faos Nikolaz Gonideg e oa dec’h
Kondaonet e oa bet ur wezh dija e 2021 e Sant-Brieg evit bezañ graet van da vezañ klañdiour ha bezañ taget ar reuziadezed en ur mod seksel. Un eil prosez a oa bet Kemper e deroù miz Kerzu warlene evit ar memes fedoù. Tamallet e oa gant ouzhpenn 40 plac'h ar wech mañ. Dec'h e oa barnet evit fedoù degouezhet etre 2022 ha 2025 kostez Kiberen, e lec’h ma oa o chom d’ar mare-se. 6 reuziadez hag urzh ar glañvdiourien a oa e touez ar glemmidi. Aodren Trehin a oa bet oc'h heuliañ ar prosez e lez-varn An Oriant...
Prederiañ war an deskiñ hag an deskiñ brezhoneg
Setu ar pezh a ra Kristel Gaté-Chevallier, psikologourez ha stummerez anezhi. Kinnig a raio atalieroù e Brest, e ti Sked. Pevar frantad ‘vo kinniget d’ar re fell dezho klask kompren eus pelec’h ‘teu o diaesamantoù deskiñ. O labourat gant Stumdi ha Kevread Diwan emañ Kristel Gaté. Ingal ‘vez o taremprediñ tud ‘o deus bet diaesterioù gant an deskiñ. Ur sell diavaez ‘neus ar bsikologourez zo eus bro Anjev.
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Anzavet en deus Stad israel bezañ lazhet ouzhpenn 71 000 palestinad⸱ez e Gaza
- Un tregont ezel bennak eus strollad an Ekologourien a zo bet skarzhet
- Goulenn a ra dilennidi rannvro ar strollad Breiz a-gleiz ma vefe soutenet muioc'h an arzourien⸱ezed a grou e brezhoneg hag e gallaoueg
- Saotret e vefe liorzhoù an Oriant gant metalioù ponner

