Radio Breizh
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Afer ar Gonideg
Barnet e vo Nicolas Gonideg, ar c'hlañvdiour faos, adarre adalek hiziv. Ur poent war an afer, a zo trede prosez an den bet dilennad e Kemper ha rener an ti produiñ An Tour tan. Resisadurioù gant Metig Jakez-Vargas.
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez Vargas
Ar Redadeg e Bro-Montroulez
Ne chom ket meit tri miz araok loc’hañ ar Redadeg. Eus Lannuon e yaio kuit, d’an 8 a viz Mae, rederien ar c’hours a bep eil ‘oa bet kroet evit souten ar raktresoù e brezhoneg. War an dachenn zo kantadoù a dud a youl vat zo o labourat kalz ‘vit aozañ an darvoud en em gavo ‘ban Naoned d’ar 16 a viz Mae. ‘Ba bro Montroulez eo mennet mat ar skipailh lec’hel. Diwar an 83 c’hilometr ‘vo dalc’het eno zo bet gwerzhet un hanter bennaket anezho. Penaos e ya an traoù ganto, selaouomp Fabris Kadou zo e garg da genurzhiañar Redadeg ‘ba bro Montroulez.
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard
Ha da glevout ivez er c'heleier
Kevraouiñ war ar peoc'h etre Ukraina ha Rusia e Abou Dhabi
Poent war afer Le Pen
Harz labour e Landerne
Dilennadegoù-kêr e Roazhon
Disoc'hoù Kib Frañs ar melldroad

