Radio Breizh
Dourioù beuz zo bet 'ba Pondi, Kemper ha Kemperle
Kenderc'hel a ra ar gwall-amzer e Breizh ha gant-se, an dourioù-beuz war vord ar Bloavezh, e Pondi, al Laita, e Kemperle, pe c'hoazh ar stêr Deir e Kemper. Dilun da noz e oa bet kelaouet annezidi ar gumun gant ar servij « infos crues » e vefe serret hiziv kae an Oded adalek 7e mintin hiziv, koulz ha parlec'h ar Providence e kreiz-kêr. Kroget e oa an dour da ziverañ eus e naoz e fin ar mintinvezh. Metig Jakez-Vargas a oa war al lec'h...
Roet eo bet lañs da lec'hienn internet Kleweled!
Traoù nevez zo gant bed ar brezhoneg, Kinniget e oa bet digwener Kleweled.bzh, ar porched nevez a vod an danvezioù produet e brezhoneg : abadennoù radio, filmoù, teulfilmoù pe c’hoazh stiradoù. Gant-se eo bet bodet danvezioù an holl aktourien ‘giz Frañs 3, Dizale, Breizhoweb ICI pe c’hoazh Radio Breizh evit ma c’hello yann brezhoneger kavout abadennoù e brezhoneg en un doare kalz aesoc’h, ha dizoleiñ labour pep hini. Selaouomp Sarah Gibet he deus kemeret perzh er skipailh neus savet ar porched ha Samuel Julien, rener Dizale.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
En soñj emañ Bro-C'hall difenn d'ar re zo yaouankoc'h 'vit 15 vloaz mont war ar rouedadoù sokial
Un diouer a AESHed zo: manifestet 'oa 'ba Roazhon dec'h e tu araok ar rektordi
En arvar da vont diwar wel emañ Carnavalorock 'ba Sant-Brieg
30 000 iranad 'vefe bet lazhet d'an 8 ha d'an 9 a viz Genver gant rejim ar vollahed
500 000 den dibaper a c'hallfe bout regulariset 'ba Bro-Spagn
Manu Guinard 'c'hoario hanter dro-diwezhañ tournamant ATP Aostralia gant Kristina Mladenovic

