Keleier ar vro d'ar Meurzh 3 a viz C'hwevrer 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Meurzh 3 a viz C'hwevrer 2026

Gouzout muioc'h diwar-benn

Embannet eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Ha difennet e vo d'ar re yaouank ober get ar rouedadoù sokial e Frañs ?

E miz Gwengolon 2025 e oa embannet ur rentañ-kont get komision-enklask ar Parlamant hag he deus studiet efedoù psikologel implij Tik-Tok. Kavet eh eus bet en deus ar rouedad sokial-mañ un efed fall-spontus àr ar vugale hag ar re yaouank. Riskl ‘zo d'ar vugale bout paket get akustumañs fall (adiktadur) d'ar rouedad-se ivez, ha problemoù arall da zonet da heul : cyberharellat, nec'hamant, drouk an digousk pe c'hoazh ur feson da geñveriañ atav get ar re ‘rall. Ar sizhun baset neuze e oa bet votet ul lezenn nevez er Palez Bourbon, evit difenn d'ar re yaouankoc'h evit pemzek vlez, gellet implij serten rouedadoù sokial. Met petra soñja ar grennardezed hag ar grennarded justamant ?

Selma, Clara, Gabriella ha Lilwenn, liseadezed e Diwan Karaez ha Gwened, a oa get Benjamin Bouard.

60 vlez Strollad ar Vro Bagan ‘zo lidet ar blez-mañ. A-raok monet da strollad c’hoariva e oa bet ur gevredigezh troet àr ar brezhoneg hag àr an araokadennoù sokial. Savet a oa bet neuze ur gazetenn get ar re yaouank a yae d’ober Oaled ar Vro Bagan.

« An Avel » a oa anv ar gazetenn-se. Kaset e oa d’an tiegezhioù oa etre Plougerne, Plouneour-Trez pe c’hoazh Brignogan, ha berzh ‘noa graet « An avel » ‘barzh ar vro-se da boent er blezad 1968.

Jakez ar Borgn a oa bet barzh an taol sur deoc’h ! Displeget ‘neus deomp un tamm a istoer « An Avel ». Enrollet e oa bet get Erwan Blanchard da geñver ar gouel ‘oa bet savet da lidañ 60 vlez Strollad ar Vro Bagan e miz Genver.

Ha da glevet ivez er c'heleier:
-Israël n’eus anonset e rankay Médecins sans frontières kuitaat bandenn C’haza a-benn an 28 a viz C’hwevrer.

-Ur budjed zo 'benn ar fin get ar Stad evit 2026.

-An devezhioù diwezhañ eo evit lakaat ho anv a-benn mouezhiañ en dilennadegoù-kêr.

-Arc’hoazh e vo barnet c’hoazh Nikolaz Gonideg en Oriant.

-Ar senedour LR Laurent Duplomb a zo é tihan kinnig ul lezenn a aotrehe en-dro pestisidoù difennet e Bro-C’hall met aotreet e Europa.

-Ur CDI bresk evit ar re yaouank 'zo kinniget get ar Medef.