Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Labour al luc'hskeudenner roazhonat Richard Dumas lakaet war wel
Brudet eo al luc’hskeudenner-mañ evit e fotoioù bet implijet evit ar pladennoù arc’hant. Labouret en deus ivez evit ar c'hazetennoù Le Monde ha Libération. E-mesk ar poltredoù neus graet en deus tennet fotoioù deus Clint Eastwood, Robert de Niro, pe c’hoazh Kisten Dunst. Marie-Claire Alegoet eus ar gevredigezh "brezhoneg e Lanvezhon" he deus heñchet ar weladenn-mañ …
Pladenn Beat Bouet Trio
Le Quatrième élément, setu pedervet pladenn ar strollad Beat Bouet Trio, a oa bet kinniget disadorn da noz e sal ar Parquet de Bal e Roazhon. Selaouomp diouzhtu Gurvan Molac, kaner ar strollad, a ginnig deomp e labour e gallaoueg...
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Ad-digoret eo bet lec'h tremen Rafah dec'h, etre bro Egipt ha bandenn Gaza
- Kuitatet o deus ar Stadoù-Unanet an OMS, Aozadur Bedel ar Yec'hed
- Degadoù a viliadoù a dud a oa en em vodet e Tchekia dec'h evit souten ar prezidant
- 10 000 a dud d'an nebeutañ o doa manifestet e Danmark disadorn, a-enep da Zonald Trump
- Votet e vo raktres lezenn an arc'hant hiziv er breujoù e Frañs
- Sportoù

