Keleier ar vro d'ar Gwener 30 a viz Genver 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Gwener 30 a viz Genver 2026

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Embannet he deus kevredigezh ar Redadeg ar raktresoù a vo harpet geti ar wezh- mañ.

Pevarzek raktres a oa bet resevet en holl ar blez-mañ ha pemp a zo bet choejet. Ar raktres pennañ a vo harpet, get 20 000€, a zo un arload, un « appli » e galleg, da bellgargañ àr ho pellgomzerioù hezoug, evit gellet selaou abadennoù Radio Breizh, da lâret eo an abadennoù e brezhoneg produet get ar pemp radio kevredigezhel : Radio Bro Gwened, Radio Kreiz Breizh, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Jean Brichet, a zo ezel a kuzul-merañ a Redadeg, a gonta hiroc'h deomp àr ar raktresoù arall bet dibabet.

Ur pennad-kaoz get Metig Jakez-Vargas.

Dec'h e oa dalc'het koñkour an Herminig Helavar e lise Diwan Karaez.

Evit an deirvet gwezh e oa aozet an abadenn-mañ, bet krouet ha finañset gras d'ur breton divroet d'ar C'hanada, Patrick L'Hermine anezhon. 24 lisead a oa krapet àr al leurenn da prezegenniñ diàr ur sujed bet dibabet gete en a-raok ha klask prenañ ar juri ar muiañ ar gwellañ. Notennet e oant àr ar brezhoneg, ar vouezh, ar jestroù, an distagañ hag an displegañ. Sujedoù sirius ha pounner lies, ar pezh en doa diskouezhet deomp eo nec'het a-walc'h ar re yaouank get ar bed a-vremañ. Selaouomp Sullivan ha Lillwenn, a-dreñv ar mikro asambles get Benjamin Bouard.

Ha da glevet ivez er c'heleier:
-Gwarded an dispac’h islamik ‘zo bet renket e mesk an aozadurioù spontour get Unaniezh Euopa.

-Poliserion an ICE o deus lazhet Alex Pretti a zo bet ehanet o c’hargoù.

-Skandal yec’hed ar laezh evit ar vugale vihan : Ar gevredigezh Foodwatch he deus savet klemm doc’h X a-gevred get 8 familh.

-Goude 4 miz taboutoù emañ budjed ar Stad evit 2026 edan bout degemeret da vat.

-Emañ ar vodadenn vroadel é tihan votañ ur c’hinnig lezenn a sklaera da vat n’eus ket a zever (seksel) er c’houblad.

-E Penn-ar-bed 'zo bet kavet evned a vehe saotret get an Erika.

-Ar Black night footbal club a zo daet da vout ar perc’henn lodennoù nemeton àr FC An Oriant.