Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Delwennoù kelted en Oriant
Marteze ho peus bet tro da dremen dirak delwenn Polig Montjarret en Oriant. Ar gevredigezh nevez flamm « An Oriant kêrbenn etrekeltieg » a faota dezhi monet pelloc’h ha staliañ delwennoù all e kêr ar 6 porzh. Delwennoù muzisianed brudet er broioù keltieg. Yvonig Ar Merdy, a zo o vont da lâret hiroc’h diàr raktres ar gevredigezh.
Skinwel kevreet
Penaos ober evit kavout an abadenn e brezhoneg war ar skinwell ? An teleoù a vez gwerzhet hiziv-an-deiz a zo kevreet, da lavaret eo e c’heller mont war savennoù ‘giz HBO pe Netflix diouzhtu war bajenn degemer an TV. Penaos ober evit ma c’hellfemp mont war kleweled pe BreizhVOD evel-se ? Selaouomp diouzhtu Samuel Julien zo rener Dizale… ur preder zo bet kaset gantañ ha gant Brezhoweb war an tem-se met n'eo ket aes da lakaat e plas…
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Kondaonet eo bet Stad an Izelvroioù dec'h evit bezañ gwarezet re nebeud Enez Bonaire ouzh tommadur an hin
- 33 kreizenn tredan a vo kaset gant Almagn da Ukren
- Kondaonet eo bet ar senedour bet Joël Guerriau d'ar prizon
- Lakaet e vo e pleustr muzulioù al lezenn nevez a-enep an narkotrafikerezh e Roazhon
- Nac'hañ a ra bagad Perroz e vefe implijet e skeudenn gant an RN

