Keleier ar vro d'ar Meurzh 27 a viz Genver 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Meurzh 27 a viz Genver 2026

Gouzout muioc'h diwar-benn

Ne vo ket savet ostalidi ebet war Enez Berder.

E komun an Arvor Baden emañ an Enez Berder. E 2016 e oa bet prenet an enezenn gant an embregerezh Giboire evit lakaat sevel un ostalidi vras evit ostizien bindivik. Met an dra-se 'neus ket plijet d'an holl en Arvor Baden hag ar sizhun baseet e oa bet torret ar c'hoñje da sevel an ostalidi gant lezvarn melestradurel an Naoned. Aodren Trehin 'neus telefonet da vBrendan Budok Duran-Le Ludec, deus ar gevredigezh Berder Ensemble, da c'hoût hiroc'h war an afer-se.

Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin.

Strollad ar Vro Bagan en deiz-hiziv

Tri-ugent vloaz eo Strollad ar Vro Bagan ar bloaz-mañ. Disadorn e oa fest e Plougerne evit lidañ an dra-se. Goude bezañ kontet deoc'h deus ar mod e oa komañset an traoù tri-ugent vloaz 'zo ha deus perzh pezhioù-c'hoari ar Vro Bagan e lennegezh Breizh e vo kontet deoc'h deus ar mod m'emañ an traoù en deiz-hiziv gant ar Strollad. Peseurt pouezh 'neus e Plougerne hag e Bro-Leon ? Anjelina Merrien, prezidantez Strollad ar Vro Bagan, Anna Morvan,kenurzhierez ar gevredigezh, ha Sarah Malésieux, komedianez, o deus respontet da Erwan Blanchard.

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.

Ha da glevet ivez :

Digoret eo prosez Joël Guerriau e Pariz.

Ur milion euro nebeutoc'h a vo graet gant ar Rannvro d'an aozadurioù labour-douar e Breizh.

Ha torret e vo lezenn ar ZFE ?

Rapelet 'zo bet milieroù a lodennoù laezh e Frañs, bet kontammet gant un ampoezon.

Emañ ar glav o tont da Vreizh en-dro, keit-ha eo bras an dour er stêrioù.

Pemzek gwech e oa aet ar bleiz d'an deñved e Breizh ar bloaz paseet.