Radio Breizh
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Deroù strollad ar Vro Bagan
Tri ugent vloaz eo Strollad ar Vro Bagan. Ha disadorn ‘oa bet lidet ur gevredigezh ‘neus ur perzh bras ‘ba buhez sevenadurel hanter noz Bro-Leon. Brudet eo Strollad ar Vro Bagan evit diskouezh pezhioù c’hoari ‘ba Breizh. Muioc’h ‘vit hanter kant zo bet sevenet ha kinnig da veur a vil arvester. Met ouzhpenn ar c’hoariva a ya d’ober Strollad ar Vro Bagan : kentelioù brezhoneg, kanañ ha kement zo ‘c’haller ober. Ha da gomañs ‘oa perzhioù kentañ ar strollad n’eo ket kroet dindan anv Strollad ar Vro Bagan… Met ur c’helc’h keltiek kroet ‘ba Brignogan. Yvon Abiven, bet maer Sant-Tegoneg ha depute, ‘neus kemeret perzh buan ‘ba buhez ar c’helc’h se ‘pa ‘oa taouank ‘ba Plouneour-Trez…
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard
Strollad ar Vro Bagan e istor hol lennegezh
Peseurt perzh ‘neus Strollad ar Vro Bagan ‘ba istor al lennegezh e brezhoneg ha ‘ba istor sevenadurel ar vro. Adalek 1972 e vez c’hoariet pezh, savet pezhioù-c’hoari e brezhoneg, leurennet ‘nezho ha diskouezhet ‘nezho ‘ba salioù ar vro. Disadorn ‘oa bet roet ar gaoz da Erwan Hupel, kelenner war ar lennegezh vrezhoneg Skol-Veur Roazhon 2, da geñver ur brezegenn . Evitañ eo Strollad ar Vro Bagan unan eus an ensavadurioù pennañ war dachenn ar c’hoariva hag al lennegezh e brezhoneg abaoe m’eo bet roet lañs d’ar rann c’hoariva gant Goulc’han Kervella…
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard
Ha da glevout ivez er c'heleier
Lu Stadoù-Unanet Amerika war-nes aloubiñ Iran ?
Emgannoù er Rojava etre Nerzhioù Demokratel Sirian hag islamourien HTS
Muntr ur manifester e Minneapolis gant ICE
Berzhiañ ar rouedadoù sokial evit ar vugale yaouankoc'h evit 15 vloaz ?
Riskl-bras a gresk-dour e 3 departamant e Breizh
Krogadoù melldroad an dibenn sizhun

