Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
« Tommder ar brezhoneg e kreiz ar goañv » : setu lugan festival an Deizioù, a vez dalc'het bep plez e bro an Oriant a c’houde ouzhpenn 40 vlez.
Ne vez ket e brezhoneg hepken an abadennoù kinniget er programm, met gellet a ra ar vrezhonegerion kaouit o lod memestra. Ar 20 kumun e bro an Oriant e vo aozet darvoudoù, betek fin miz Meurzh. Ar programm klok a zo da gaouit dre lec'hienn Emglev Bro an Oriant. Anjela Jaouen-Berthele e servij keodedel e Emglev bro an Oriant, Essylt Amos kenurzhierez sevenadurel ha Kristell Gillon, skoazellerez lies he c'hargoù, a gonta deomp hiroc'h àr an abadennoù a zommay hon c'halonoù ar blez-mañ...
Un e-monumant, pe ur maen-koun niverel, evit enoriñ ar re varv zo e Lok-Maria Plouzane.
Just e-tal ar monumant graet e mein zo ‘barzh ar vered, zo bet staliet e fin ar blez 2025 un doare lutren, warnañ ur QR kod. Get ur bellgomzer smartphone e c’heller lenn ar QR kod ha bout kaset d’ul lec’hienn internet anvet Memorial Lok-Maria Plouzane. An hani kentañ ‘zo bet krouet e Penn-ar-Bed ! Ennan e kaver ur bochad titouroù diàr-benn ar re zo marvet da geñver ar c’hentañ hag an eil brezel brezel bed. Kaset eo bet al labour get Eric Corre a zo ezel ag ar gevredigezh Lok-Maria Plouzane ha plijet kaer get klask titouroù àr istoer e barrez c’hinidik. Muioc’h a zisplegadennoù geton diouzhtu.
Ha da glevet ivez er c'heleier :
-Doereioù ag ar brezel en Ukren.
-Emañ Donald Trump é klask sevel un ensavadur nevez evit ar peoc’h.
-Da heul an 49.3, daou mennad disfiz a vo votet er vodadenn vroadel hiriv.
-Anavet he deus ar justis o doe gouzañvet reuzidi Ar Skouarneg gwallioù liammet d’ar fed m'eo un afer torfedoù bras spontus.
-Serret pe kentoc’h dilojet e vehe ar skol Notre-Dame-de-Bétharram da heul an trouz bras oa bet get an afer feulsterioù.
-Evit an 3vet blezad eo difennet pesketa e pleg mor Gascogne e-pad ur miz.
-Diroll eo an amzer ar prantad-mañ ! Ar gorventenn Ingrig a skoa Breizh hiriv.

