Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
60 vloaz eo strollad ar Vro Bagan!
Brudet eo SAVB evit bezañ ur strollad c’hoariva a gas pezhioù c’hoari e brezhoneg pe e brezhoneg ha galleg. ‘Ba Breizh a-bezh ‘neus bet tro ar skipailh komedianed da ginnig muioc’h ‘vit 50 oberenn pe ‘vefent bras pe vihan ‘vel Nominoe-Oe, Kernez-City, Cantique à Melila, Ar Roue Marc’h pe c’hoazh War hent Youenn Gwernig. Meur a gant komedian ha komedianez a youl vat pe a-vicher ‘neus bet tro da c’hoari, da deskiñ c’hoari e brezhoneg gant ar gevredigezh zo staliet ‘ba Plougerne. Roomp ar gaoz da C’houlc’han Kervella, c’hoarier ha leurenner, evit gouzout hiroc’h war penn kentañ ar gevredigezh ;‘pa oa bet krouet Oaled ar Vro Bagan e 1965 ‘e Plouneour-Trez… Emañ gant Erwan Blanchard
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Distrujet eo bet sez an Unwra e Jeruzalem
- 4000 den a zo bet lazhet da nebeutañ gant ar renad iranian e-pad an emsavadegoù
- Ne implijo ket ar Stadoù-Unanet an nerzh evit lakaat e grabanoù war Groenland
- Harzhet eo bet emglev kenwerzhel ar Mercosur dec'h gant ar Parlamant european
- Ur bloavezh goursez 'zo bet roet d'ar c'hraou morc'h Avel Vor e Landunvez
- Ne vo ket brasaet leti Giboire war enez Berder, er Morbihan
- Graet galv en deus Nicolas Gonideg eus e brosez e Kemper
- Dindan evezh orañjez e vo departamantoù Penn-ar-Bed hag ar Morbihan hiziv evit ar pezh a sell ouzh an dourioù-beuz

