Radio Breizh
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Stourm al labourerien-douar e Gwengamp
Reuz oa bet e Gwengamp ar sizhun tremenet da geñver banniel ar sindikad JA, rann ar re yaouank an FNSEA pe KBSLD, a oa bet lakaet war talbenn an ti-kêr. Marc’hataet en doa maer PS ar gêr, Philippe Le Goff, gant ar labourerien douar yaouank diskouez ar baniell evit kaout ar peoc’h, rak kounaret oant ma oa difennet dezhe dont da vanifestiñ get o zraktorioù. Pa noa komprenet ar maer e oa savet ur sapre tabut diwar-se, en doa kinniget e vefe lakaet ivez banielloù sindikadoù labourerion-douar arall, met entannet e oa dija kounar bed al labour-douar ekologel. Un tolpadeg oa bet aozet neuze disadorn paset diwar galv kengevread ar beizanted. Evit kregiñ po tro da glevet Goulven An Troadeg, unan deus mouezhioù aotreet kengevredad al labourerion-douar en aodoù an arvor
Ur pennad-kaoz gant Typhaine Leon deus Radio Kreiz Breizh
Dilennadegoù-kêr e Kemper : Al listennad "Kemper, unanet, kengred ha poblek" a zo war ar renk
Lañset eo ar c'houlzad kabaliñ evit an dilennadegoù ti-kêr ! Hiziv e rimp anaoudegezh gant unan eus listennoù Kemper, « Kemper, Unanet, Kengred ha Poblek ». Ul listenn eus an tu kleiz eo, a vod izili eus an NPA, LFI ha tud all maez eus ar strolladoù politikel. Hag ivez tud eus ar strollad « Kemper a-gleiz » evel Pêr Mens Pegail ha Pierre-Yves Pétillon, a vod tud tomm o c'halon ouzh ar brezhoneg hag ouzh sevenadur Breizh. Disadorn e oa bet digoret burevioù al listenn e kreiz-kêr, straed ar Froud.
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas
Ha da glevout ivez er c'heleier
Poent war ar brezel e Siria etre Renad islamour Al-Joulani hag ar Rojava
Forom armerzhel ar bed e Davos
2 gwallzarvoud tren nevez e Broioù Katalan
Daou davarn brudet serret e Roazhon e-pad ur miz

