Keleier ar vro d'ar Meurzh 20 a viz Genver 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Meurzh 20 a viz Genver 2026

Gouzout muioc'h diwar-benn

Yes Breizh: ul lezenn devolution evit ar vro!

Yes Breizh , sed aze ur stroll ‘oa kroet e miz Even 2025 gant un nebeut tud, Philippe Correa , ar prezidant en o mesk. Muioc’h a c’halloudoù evit ar vro e fell da dud Yes Breizh vefe roet sur dac’h met ar stumm da gaout ar galloud ‘zo ken pouezhus all… evit ma ‘vefe anvet Breizh ‘giz ur bobl pe ur gumuniezh. Kement mañ ‘oa c’hoarvezet gant Bro-Skos ha Bro-Gembre ‘pa oa bet treuzkaset galloudoù d’o div bro e fin an 20vet kantved.Dre se zp bet savet ur parlamant hag ur gouarnamant. Deomp pelloc’h gant Alan ar C’hloareg, unan eus mouezhioù aotre Yes Breizh, ‘vit goar hiroc’h war ar gevredigezh. Deuet ‘oa da Landerne disadorn ‘vit reiñ lañs d’ur prantad da vrudañ Yes Breizh. Un emvod foran ‘vo aozet ‘ba Roazhon d’ar 6 a viz C’hwevrer ‘ba tavarn ar Mod Kozh. Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.

Un atlas evit mont pelloc'h gant brezhoneg Bro-Gwened

Meur a Atlas diàr brezhoneg bro Gwened a zo dija bet embannet, met hani ebet a oa klok. Setu perak eo aet Loic Cheveau, yezhoniour ha kelenour brezhoneg, da studiañ ar yezh e razh ar parrezioù evit sevel ur 4vet atlas diàr Bro Gwened a bezh. Embannet e vo neuze edan berr Atlas yezhoniezh Bro Gwened. Maxime Crahé en doe er c’houviet da gomz diàr e labour.

Ha da selou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Un emglev da glokaat hini Bougival zo sinet gant ar Stad C'hall ha strolladoù kaledonian... met pas gant an FLNKS

  • Al lezenn war fin war ar vuhez zo studiet gant ar senedourien

  • Implijet e vo ar pennad 49.3 evit kadarnaat al lezenn war ar budjed

  • Manifestadegoù gant labourerien douar 'oa bet dalc'het dec'h da noz 'ba Montroulez, Landerne ha Plougastel-Daoulaz

  • Prenet e vo savadurioù annez ar Reier Gwenn gant departamant Penn-ar-Bed

  • 3-0: trec'h e oa bet War Raok Gwengamp war Nancy dec'h da noz e lig 2