Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
Sinet eo bet emglev ar Mercosur disadorn etre an Unvaniezh European hag 4 bro e Su Amerika : Ac’hentina, Brazil, Paraguay hag Uruguay. Ur raktres 25 blez kozh e oa, evit lemel 90% ag ar gwirioù maltouterezh etre an Unvaniezh European ha broioù ar Mercosur. Stourmet o deus ar sindikadoù labour-douar e Frañs e-pad mizioù evit ma ne vehe ket asantet, met n'eo ket bet trawalc'h. Ar C'honfederasion Paysanne, ar c'hoordination rurale kement hag an FNSEA a oa a-enep ar Mercosur ha betek ar poent diwezhañ eo bet al labourerion-douar é stankañ hentoù ar vro. Divizet he doa Konfederasion ar beizanted aozañ ur vodadeg àr ar c'hae e Kastellin, evit kendalc'hiñ da embann he enebiezh doc’h ar sistem-se. Julien Taleg, dileuriad ar sindikad e kambr al labour-douar e Penn-ar-Bed en doa tapet ar gaoz. Aterset e oa bet get Metig Jakez-Vargas.
« Douartolod ». Setu ur gêr nevez ijinet, met aes da gompren.
Titl ur barzhoneg skrivet get Louis-Jaques Suignard eo, a zo deuet da vout ivez titl e abadenn ziwezhañ. Digwener e oa àr leurenn ar festival Taol-Kurun e Bei, e bro Kemperle, asambl get ar gitarour Pablo Molard hag ar saksofonour Eliaz Le Bot. Kouviet e oant bet da grouiñ ur sonadeg tro-dro d'an tem « Ton an Douar ». Fonnapl e oa bet awenet ar c'haner a vro Dreger get ar c'hinnig-se... Setu ur pennad-kaoz get Metig Jakez-Vargas.
Ha da glevet ivez er c'heleier:
-Pelloc’h pellan e ya Donald Trump a benn klask bout mestr àr ar Greunland.
-Doereioù ag an dispac’h en Iran.
-Tro kentañ an dilennadegoù prezidant ‘oe dec’h er Portugal.
-Un tolpadeg a oa dec'h da c'houde marv El Hacen Diarra en ur c’homiserdi e Pariz.
-Sport
Melldroad ar baotred: Gourfen ar 35vet CAN, Kib broadoù Afrika e oa dec’h. Senegal n'eus Gounezet doc'h Maroko 1-0. Sach blev 'oe bet e-pad ar match!
Handball ar mouezi: lig ar c’hampionezed, kollet o deus merc'hed ar BHH, (Brest Breizh Hand) doc'h Ikast (Danmark) 37-35.

