Keleier ar vro d'ar Gwener 16 a viz Genver 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Gwener 16 a viz Genver 2026

Gouzout muioc'h diwar-benn

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Kinnigoù an UDB Treger war an dilennadegoù-kêr

Warlene e miz-Du e oa bet embannet ul levrig gant strolladoù UDB Lannuon ha Landreger, evit ober kinnigoù a-raok an dilennadegoù-kêr a-benn miz-Meurzh, gant ar soñj goulenn muioc'h a zemokratelezh er c'humunioù. Meur a sujed a gaver war-c'horre en tamm levr-se : al lojeiz, ar sevenadur, al labour-douar, ar brezhoneg, an energiezh ha batisoù nevez hag a c'hallfe bezañ savet er vro. Selaouomp Nil Caouissin, kuzulier-rannvro an UDB, bet goulennataet e Lannuon gant Benjamin Bouard, da lâret deomp da zigentañ evit piv eo bet savet al levrig-se.

Ur pennad-kaoz gant Benjamin Bouard

Keloù deus ar gevredigezh ADDES e Menez Are

Stourm evit derc’hel da vont ! Tost ‘oa ar gevredigezh Addes (A-dèss) da vont diwar wel e fin ar bloaz tremenet. Pourmenadennoù kontet pe c’hoazh kanet ‘vez kinniget gant Addes. Pezh zo eo aet war digresk an oberezhiou gant Addes ‘kerzh ar mizioù tremenet ha diwar se aet war dreutaat ar geusteurenn. Ar pal ‘pa ‘oa bet kroet ar gevredigezh ‘ba Boneur e 1999 ‘oa embannet sklaer ‘ba hec’h anv : association de développement économique et social ha neuzen krouiñ labour ‘bar vro. Important eo plas Addes ‘ba Menez Are ‘vel ‘pezh ‘neus displeget deomp Katell Kloareg, ‘nez tro da vuheziñ pourmenadennoù kanet.

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

Ha da glevout ivez er c'heleier

  • Kregiñ a ra eil prantad ar raktres peoc'h Trump e Gaza

  • Soudarded european zo bet kaset e Greunland

  • Emvod e Pariz diwar-benn dazont Kanaky hep an FLNKS

  • Krogadoù melldroad an dibenn-sizhun