Keleier ar vro d'ar Yaou 15 a viz Genver 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Yaou 15 a viz Genver 2026

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Aet eo Yann Moulin d'ar bed all dilun vintin

95 bloaz a oa-eñ. Ganet e oa e Pleiben hag e vuhez pad en doa difennet sevenadur e vro hag ar brezhoneg. Kalz traoù en deus krouet, e-giz festival ar Menez-Hom e Plodiern, diskouezadegoù da vare Nedeleg e kastell Trevarez, pe c'hoazh foar Tregourez, lec'h ez eus bet degemeret betek 100 000 a dud ur mare zo bet. Kizeller-koad eo bet e-pad pell hag ur rimodeller eus ar re wellañ e oa. Selaouomp Yann Le Meur, hag en deus anveet mat anezhañ. Met da gentañ e kinnigomp deoc'h klevet en-dro mouezh Yann Moulin, bet enrollet gant Radio Kerne e 2019.

Handball : trec'h eo bet ar BBH war Metz

Un tamm lañs ‘neus tapet Brest dec'h. Aet eo ar maout gant disoc’h 27 da 23 a-enep da Metz. Memestra n’eo ket echu gant ar bloavezh. Ar c’hrogad distro ‘ba Metz ‘vo dalc’het d’ar 25 a viz Ebrel evit ‘pezh ‘vo ur gwir gourfenn. An daou skipailh gwellañ eus kampionad Frañs eo Brest Breizh Hand ha Metz Hanball. Penaos displegañ emaint o kas an troc’h pell a-raok ar re all ? Un nebeut displegadennoù gant Tangi Tomin, harper Brest anezhañ…


Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Emañ Israel o vont da sevel ur voger a-hed an harzoù gant Jordania

- Muioc'h-mui a data-centers a vez savet e pep korn ar vro

- Stanket eo c'hoazh an hentoù bras etre Kemper ha Kemperle ar mintin-mañ gant al labourerien-douar

- Skornet eo bet Sage ar Gwilen gant ar gouarnamant

- Skoet eo ar gevredigezh « Baie de douarnenez environnement » gant kalite an dour e traezhenn ar Ris