Keleier ar vro d'ar Merc'her 14 a viz Genver 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Merc'her 14 a viz Genver 2026

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

A c’houde mizioù bremañ emañ pennoù bras melestradurezh emren Norzh ha Reter Siria, da laret eo ar Rojava, é kevraouiñ get Renad Islamour Siria.

Ar pal ? ebarzhiñ an ensavadurioù demokratel bet savet get pobl Kurdistan e Siria nevez. El-se ne c’hella ket Lu Siria peuraloubiñ ar Rojava peogwir en deus 30.000 a soudarded pa vez 100.000 soudard é tifenn ar Rojava e Nerzhioù Demokratel Sirian, kurded hag arabed anezhe. Aloubiñ e klaska gober memestra lu Siria. En desped d’an emglev oa bet sinet e miz Meurzh, e vez emgannoù ingal àr an harzoù, hag eo aet an traoù àr fallaat c’hoazh ar sizhun dremenet. Emgannoù a zo é ren c’hoazh er mare-mañ àr vord stêr an Eufrat etre islamourion lu Siria ha Nerzhioù Demokratel Sirian. Soutenet eo ar gurded get ar gumuniezh Druze hag alaouite a zo taget int ivez. Manifestadegoù a vo un tamm pep lec’h e Europa an devezhioù é tonet e kengred get pobl Kurdistan hag ar velestradurezh emren. Unan zo raktreset e Roazhon disadorn.

Displegadennoù dre ar munud get Anton Burel.


'Benn tri miz e vo dalc'het tro gentañ an dilennadegoù-kêr.

Kalz a draoù a c'hella an tier-kêr gober evit kas àr-raok ar brezhoneg, él kinnig hentennoù e brezhoneg er skolioù kentañ derez da skouer. Setu perak eh eus bet lañset ur c'houlennaoueg get Diwan evit an dud àr ar renk. Izili lec'hel Diwan eo a yay da welet pep listennad ha goulenn digete leuniañ goulennaoueg Diwan enlinenn. Degemeret e vo respontoù al listennoù betek fin miz Genver hag embannet e vint ur wezh dielfennet, e miz C'hwevrer. Chom a ray ar respontoù-se enlinenn, e mod-se e c'hellint bout degaset da soñj d'an dud a vo dilennet.

Muioc'h a ditouroù get Anne-Sophie Brats, prezidantez Diwan. Emañ get Metig Jakez-Vargas.


Ha da glevet ivez er c'heleier:

-Kroget eo dec’h prosez Marine Le Pen e galv.

-Komañset oe dilun prosez ar CRS en doe lazhet Aboubacar Fofana e 2018 e Naoned e-pad ur c'hontrol polis.

-Nec’hus eo an harz-debriñ kaset e bro-Saoz a c’houde derroù miz Du get stourmerion Palestine Action en toull-bac'h.

- Arestet eo en dro ul lodenn a chanter an A69 an hent pras etre Tolosa ha Castres.

-Abred ar mintin-mañ o deus kroget labourerion-douar an FNASEA ha JA kuitaat Pariz get o zraktorioù. Respont ar gouarmant a glota kazimant penn da benn get klemmoù an daou sindikad galloudusañ e bed al labour-douar.


-E 2025 e Frañs, evit ar wezh kentañ a c’houde an eil brezel bed, eh eus bet muioc’h a dud marvet eget a c’hanedigezhioù.