Radio Breizh
Brezhoneg e Bro-Rouzig: savet zo ur c'houlennaoueg evit an dilennadegoù kêr
A-benn daou viz e vo kinniget deomp mont da votiñ adarre evit an dilennadegoù-kêr hag ar bloaz-mañ c'hoazh ez eus lod tud hag o deus bet c'hoant da daolañ sklêrijenn war blas ar brezhoneg er vuhez foran. Disadorn e oa dalc'het emvod meur Brezhoneg e Bro-Rouzig e Brasparzh, e Menez Are. An dra-se en deus roet an digarez d'ar gevredigezh da ginnig ur c'houlennaoueg bet savet ganti, da-geñver an dilennadegoù-kêr. Kaset e vo hebdale d'al listennadoù a zo aet war ar renk er parrezioù tro-war-dro da Gastellin, evit goulenn o soñ war ar brezhoneg. Selaouomp Dominique Merrien, deus ar gevredigezh Brezhoneg e Bro-Rouzig, dre bellgomz gant Benjamin Bouard.
Ton an douar, tem Taol Kurun 2026
Ar gouel Taol Kurun a grogo 'benn diriaou. Un daou-ugent darvoud bennak a vo dalc'het ar bloaz-mañ e bro Kemperle, tro-dro d'ar brezhoneg ha d'hor sevenadur, e-pad pemzektez. Hag evel bep bloaz e vo lakaet un tem war wel... an holl ditouroù gant Cécile Flouret, prezidantez Ti ar vro Bro Kemperle.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
Servijoù krgn-bev ar c'hlinikennoù prevez 'ba Breizh gant an harzh-labour
An FLNKS ne gemero ket perzh 'ban emvod aozet gant Bro-C'hall war dazont ensavadurel Kanaki
Marine Le Pen, dirak al lez varn
Stadoù Minnesota hag Illinois 'neusnt savet klemm ouzh ar gouarnamant Trump
Patagonia zo dindan an tan: 30 000 devezh arat zo bet devet dindan ur sizhun

