Keleier ar vro d'al Lun 12 a viz Genver 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'al Lun 12 a viz Genver 2026

Gouzout muioc'h diwar-benn

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Kondisionoù-labour an AESH

An AESH a ambrouga hag a harpa ar vugale hag ar grennarded a zo gete ezhommoù ispisial er skol, ampechet pe pas. Ur c’hinnig lezenn a oa bet savet get ar PS a oa nac’het get ar sened dimerc’her. Ar pal a oa krouiñ ur statud kargidi stad evit al labourerion-se, hag a zo e wirionez labourerezed d’al liesañ. Yannig Laporte a zo AESH e Skolaj Diwan Kemper a c’houde un dek blezad bennak. Elwenn Rousic-Plantec he deus hi komañset e miz Gwenholon e skolaj Diwan Beuzid-ar-C’hoadoù e-tal Roazhon. Kinnig a reomp deoc’h selaou anezhe diàr o c’hondisionoù labour.

Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin

Manifestadeg e Roazhon evit difenn an dour

An 11 a viz Kerzu o doe labourerion-douar an FNSEA, ar c’hoordination rurale hag ar JA nullet dre an nerzh emvod SAGE stêr ar Gwilen. En emvod-mañ e oa sañset bout votet ar steuñv da verañ kalite an dour en diazad. Kounaret e oa sindikadoù galloudusañ al labour-douar get ar raktres difenn implij ul louzaouenn kimik da lakaat àr ar mais. Neoazh, ne vehe difennet nemet àr 1,5 % ag an tiriad, e lec’h ma vez tennet an dour evapl. Da c’houde an darvoud-se, un hanter-kant kevredigezh, sindikad ha strollad politikel bennak él Dour ha stêrioù Breizh, ar c’honfederation paysanne, pe an UFC-Que choisir da skouer, o doe galvet da vanifestiñ e Roazhon. Disadorn d’enderv e oa en em vodet an dud evit difenn kalite an dour ha goulenn ma vehe kaset àr raok al labour douar bio.

Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin

Ha da glevout ivez er c'heleier

  • Emgannoù e Alep etre an Nerzhioù Demokratel Sirian hag arme ar renad islamour

  • Manifestadegoù en Iran

  • Emglev gant broioù ar Mercosur

  • Disoc'hoù Melldroad