Radio Breizh
Nicolas Gonideg a ranko chomp pemp bloaz 'ban toull-bac'h
Leun chouk e oa lez-varn Kemper da 1e30 dec’h evit klevet barnadenn Nicolas Gonidec. Kement a dud a oa eno ken n'o deus ket gallet an holl dud mont er sal. Kondaonet eo bet an den bet dilennad e Kemper ha rener an ti produiñ an Tour Tan, evit tagadennoù seksel ha bezañ graet ar vicher klañvdiour diaotre. Pemp maouez ha daou-ugent a oa aet da gevrenn geodedel en afer-se ha seiz dioute a damalle annezhañ a dagadennoù seksel. Kondaonet eo bet da bemp bloaz toull-bac'h, da lâret eo ar c'hastiz uhellañ a oa bet goulennet gant ar prokulor. Darn deus ar plac'hed bet taget gantañ a oa war al lec'h evit klevout ar varnadenn. Selaouomp unan dioute, he doa heuliet ar prosez penn da benn e miz Kerzu. Kontañ a ra deomp he santimant war ar varnadenn... Emañ gant Metig Jakez-Vargas.
Dilennadegoù kêr 'ba Brest: un emglev zo kavet etre an Ekologourien, ar PS, an UDB hag ar PCF
Tro gentañ an dilennadegoù kêr zo programmet d’ar 15 a viz Meurzh. Taolomp ur sell war kêr Vrest ma ‘neunt kavet an ekologourien, an UDB, ar PCF hag ar PS un emglev ‘vit sevel ul listenn asambles… Chom ‘raio LFI maez an emglev evit an dro gentañ sur eo. Met dija, kavout un emglev etre an ekologourien hag ar PS ‘oa ket gounezet ‘vel ‘pezh ‘neus kontet deomp Glenn Dissaux ‘zo penn an ekologourien ‘ba Brest, kuzulier kêr ha bez-prezidant Brest Meur gêr, asambles gant ar PS ha François Cuillandre, François Cuillandre ‘neus divizet mont war ar renk evit bout anvet maer ‘vit ar 5vet gwech. Glen Dissaux zo gant Erwan Blanchard.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
Manifestadegoù ouzh politikerezh diabarzh Trump zo war lerc'h drouklazh Nicole Good 'ba Minneapolis
Stenn 'zo 'ba Bro-Iran: lazhet eo bet internet 'bar vro en he fezh
Ur prosez all 'vo dalc'het diwar benn marv Thierry Morfoisse gaozen d'ar bezhin glas

