Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Ur skol Diwan a zo bet digoret e Orvez
Dilun beure e oa bet digoret trede skol Diwan Meurgêr Naoned ha pempvet skol Diwan departamant Liger-Atlantel eo. Frouezh ul labour hir eo krouidigezh ar skol-mañ, 6 vloaz a stourm zo bet evit kas ar raktres war-raok. Laouen bras e oa an holl familhoù degas o bugale d’ar skol, evel Nicolas zo unan eus tadoù kentañ ar skol...
Ur mirva naturel 'zo bet krouet e Gwiseni
‘Ba Gwiseni, ‘ba hanter noz Bro-Leon, etre Kerlouan ha Plougerne, emañ ar mirva bras a 1200 devezh arat. Ul lec’h pouezus tre ma gaver ennañ 600 doare plant disheñvel, 200 spesad evned hag un daouzek bennaket a loened bronneg. Klaset e oa e takad Natura 2000 dija an takad-mañ zo etre mor ha douar. Petra degaso kaout ar statud mirva naturel ? Muioc’h a ditour gant Nicolas Loncle zo e karg eus ar mirva e anv kumun Gwiseni. Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.
Ha da glevout ivez er c'heleier :
- Bec'h a zo war petrol Venezuela
- Krouet he deus melestradurezh Trump ur bajenn internet evit adskrivañ istor tagadenn ar C'hapitol
- Pevar ezel deus ar strollad U14 a zo bet harzet e Euskadi dimeurzh
- Klasket e oa bet plantañ tan e savadur ti-kêr Triagad-Lechiagad ar sizhun dremenet
- Roet e vo disoc'h an afer Gonideg hiziv
- C'hwezhañ a raio ar gorventenn Goretti hiziv war aodoù Breizh

