Keleier ar vro d'ar Merc'her 7 a viz Genver 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Merc'her 7 a viz Genver 2026

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Erc’h ha riell zo e Breizh a c’houde dilun… ha dreistholl e kreiz ar vro.

Meur a santimetrad erc’h ‘zo bet e Rostrenn, Pondi pe c’hoazh e Menez Are. Diskennet eo an tamperadurioù edan zero e-korf an noz. Ar pep chalusañ eo ar riell ‘neus skornet an hentoù doc’h mintin. N’omp ket kustum ken get seurt « darvoudoù amzer ». Roomp ar gaoz da Yann Gilbert a zo é chom e Sant-Kadou, ur barrez ‘oa bet goloet mat get ar vantell wenn. Emañ get Erwan Blanchard.

Un tregont bennak a dud a oa en em vodet dilun dirak prefeti Kemper evit burutellañ politikerezh trevadennour Trump e Venezuela.

Banielloù ag an NPA, ar CGT, an UDB pe c'hoazh eus strollad ar Frañs Disuj a oa àr al lec'h. Ur gemenadenn ag ar strollad Attac a oa bet lennet. Tangi Louarn, a zo ezel a Lig Gwirioù Bugel-Den, a oa àr al lec'h ivez. Skoet eo bet, evel kalz tud, get oberoù diwezhañ prezidant ar Stadoù-Unanet. Setu ur reportaj savet get Metig Jakez-Vargas.


Ha da glevet er c'heleier

-Ar-lerc'h ar prantad erc'h ha riell, setu an avel.

-Adkroget ‘vo al labour da sevel ur budjed Stad evit 2026.

-François Cuillandre, maer sokialour Brest a faota dezhon krouiñ ur polis-kêr ma vo dilennet en dro.

-Bec’h zo en Iran. 9 nozvezh manifestadegoù a zo bet dija da heul.

-Nicolas Maduro en deus diskleriet dirak ar barneion e New York n’eo ket kablus. Chom a ray neuze en toull-bac’h.

-An Europeaned a lara bout prest da rein gwarantioù surentez solud d’an Ukren pa vo un harz-tennan get Rusia. Kas soudarded a zo e mesk ar gwarantioù.

-Difin e hañvala bout enkadenn al labour-douar: Ar Mercosur a zo e kreiz an tabutoù.