Keleier ar vro d'ar Meurzh 6 a viz Genver 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Meurzh 6 a viz Genver 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Taol-stad e Venezuela

E Caracas Dekmiliadoù a dud o deus manifestet dec’h e straedoù Caracas evit harpañ ar gouarnamant hag e brezidant Nikolaz Maduro, hag enebiñ ouzh impalaerouriezh ar stadoù Unanet. Delcy Rodriguez zo bet kadoriet prezidantez dre interim evit 3 miz goude bezañ graet ul le dirak ar vodadenn vroadel. Dec’h da noz e oa Dronoù dizanveet tro palez ar prezidant hag ar polis neus tennet oute. Nebeud a ditouroù a vez skignet deus Venezuela, buhez ar bobl ha stad an demokratelezh er vro. Guillaume Bricaud a anvez mat ar vro, e 2009 e oa aet da Venezuela gant Brigadenn etrevroadel Askapena, strollad etrevroadelour an tu kleiz dizalc’hour euskarad. E-pad 3 miz e oa chomet e Venezuela, en o mesk 3 sizhun o labourat en ur menaj kooperativ er menezoù. Aet e oa ivez d’ur c’hamp stummañ evit ar sternidi bolitikel. Selaouomp diouzhtu e soñj war an argadenn amerikan ha skrapadenn ar prezidant Maduro hag e wreg.

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

Breizh Unvan : 10 vloaz war pontoù Breizh

Disadorn paset, gant 7 derez er maez, e oa izili stroll Bro An Oriant deus ar gevredigezh Breizh Unvan war pont Kerpont etre Kaodan ha Lanarstêr. 10 vloaz zo e oa krog gant an emgav-se, bep sadorn kentañ ar miz. Diskouez gitonioù ha banielloù d’an dud a dremen dre an hent pras a reont, skrivet àrne « Naoned e Breizh » pe « Liger-Atlantel e Breizh ». Pellgorioù all a ra ar memestra e Gwenrann, Naoned, Montroulez, pe c’hoazh Kastell-Briand. Alan Ar Gal zo teñzorour ar gevredigezh

Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin

  • Keloù deus ar brezel e Palestina ac'hubet

  • Droukskouer er Bundeswehr :Dramm, naziegezh ha revelouriezh en ur rejimant. *

  • Distro an erc'h b'ar vro