Keleier ar vro d'al Lun 5 a viz Genver 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'al Lun 5 a viz Genver 2026

Gouzout muioc'h diwar-benn

Ur c'hooperativ 'ba bro Brest evit klask talañ ouzh cheñchamant an hin

Skoazell an ensavadurioù lec’hel hag an embregerezhioù da vont war an digarbonañ ! Ur bloaz hanter zo ‘oa bet roet lañs d’ar soñj sevel un doare kooperativ da stourm ouzh cheñchamant an hin gant « Bro Brest ». Staliet eo ar c’hooperativ da vat abaoe fin ar bloaz 2025. 150 000 a euroioù zo bet postet dija ‘vit lakaat ar stal da vont en dro… Muioc’h a ditour gant Nolwen Kiok, zo e karg eus ar c’hentiñ gant Bro Brest. Emañ gant Erwan Blanchard.

Meilh ar Miniaoued zo en danjer da vont da rivin?

Marteze ho peus bet tro dija da bourmen war vord stêr ar Minaoued, a zo an harz etre kumunioù Tregon ha Konk-Kerne...Ur savadur istorel a gaver eno, ur veilh (milin)-mor bet savet er bloavezh 1512. E stad fall emañ siwazh 'blam d'ar gwall-amzer a oa bet e miz Kerzu, met dreist-holl peogwir n'eo ket bet kempennet gant ar « c'honservatoire du littoral », a zo perc'henn war ar savadur. Glac'haret eo izili Mignoned ar Glad, rak sachet o doa evezh ar c'honservatoire dija war stad meilh-mor ar Minaoued bloavezhioù 'zo. Selaouomp Anne Tual, a zo ezel eus ar gevredigezh. Emañ gant Metig Jakez-Vargas.

Da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Nicola Maduro zo bet krapet gant lu Stadoù-Unaned

  • Ur vodadeg a-enep imperialour a vo dalc'het 'ba Montroulez a-benn diriaou

  • Aon 'neus rejim an ayatollahed 'ba Iran: roet 'vo ur skodenn 6 euro bep miz da bep iraniad

  • Harzh-labour 'vo dalc'het gant medisined frankizour etre ar 5 hag ar 15 a viz Genver

  • Dindan diwall oranjez erc'h-riell emañ Breizh

  • War Raok Gwengamp 'neus komañset ar bloaz 2026 war an ton bras: 3-0 ouzh Boulogne e Lig 2